Jane Grey

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Poltred Jane Grey
Dibennidigezh Jane Grey (le Supplice de Jeanne Grey), gant al livour gall Paul Delaroche, 1833.

Lady Jane Grey 1537 - 12 C'hwevrer, 1554, gournizez d'ar roue saoz Herri VIII, a voe rouanez Bro-Saoz hag Iwerzhon e-pad 9 deiz e miz Gouhere 1553.

Ren a c'hallas abalamour d'ar roue Edward VI, a reas e seizh gwellañ da virout ouzh Mary Tudor hag he c'hoar Elisabeth Tudor, div verc'h Herri VIII (ar roue en e raok) da sevel war an tron. Evit se e tisklerias e oant bastardezed.

He marv[kemmañ]

Dibennet e voe war urzh he nizez Mary Tudor, a voe rouanez war he lerc'h.Ne oa ket 17 vloaz c'hoazh. Ar berrañ ren en istor saoz eo, hag ar c'hentañ rouanez o ren e voe, war bouez an Impalaerez Matilda.

Anv[kemmañ]

Sian Llwyd a vez graet anezhi dre fent e kembraeg gant tud zo, Janed Louet e brezhoneg.