James Larkin

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
James Larkin
Delwenn da James Larkin e Dulenn.

James Larkin (18761947), Séamas Ó Lorcáin en iwerzhoneg, lesanvet Big Jim, a oa ur penn sindikadour iwerzhonat, hag ur rener sokialour, ganet e Liverpool, e Bro-Saoz, en un tiegezh iwerzhonat. Diwezhatoc'h ez eas da-heul e dud da Iwerzhon. E Burren, e Kontelezh An Dún, e voent o chom. En-bugel e krogas da labourat. A-benn 1905 e oa aozer-sindikad.

E 1907 ez eas James Larkin da gêr Véal Feirste da chom, ma savas an Irish Transport and General Workers' Union, an Irish Labour Party, ha goude ar Workers' Union of Ireland. Brudet eo ar perzh a gemeras e 1913 en Dublin Lockout, ha chomet eo "Big Jim" en eñvor tud kêr Zulenn.