Isauria
Eus Wikipedia
Isauria (Ισαυρία), zo ur vro gozh eus ar menezioù e-kreiz Azia Vihanañ en Henamzer, etre Frigia en hanternoz, Kilikia er c'hreisteiz, Likaonia er reter, ha Pisidia er c'huzh-heol. Klotañ a ra gant Proviñs Antalya e Turki hiziv.
Kaoz a veze eus Isaura gozh (Ίσαυρα Παλαιά e gregach, Isaura Vetus e latin) hag Isaura Nevez (Ίσαυρα Νέα e gregach, Isaura Nova e latin). Dont a ra an anv eus ur bobl, an Isaured, a ziskenne eus ar menezioù da breizhañ ar broioù nes a oa dindan beli Makedonia pe Roma goude.