Iron Man (film)
| Iron Man | |
| Filmdata | |
|---|---|
| Titl orin : | Iron Man |
| Bro produiñ : | SUA |
| Deuet er-maez : | 2 a viz Mae 2008 er Stadoù-Unanet |
| Yezh orin : | saozneg |
| Padelezh (PAL-DVD) : | 126 munutenn |
| Skigner : | Paramount Pictures SND |
| Boujedenn : | 135 milion $ |
| Korvoder gros : | 585 133 287 $ |
| Pare | |
| Filmaozer : | Jon Favreau |
| Produer : | Avi Arad Kevin Feige |
| Skrivagner : | Matthew Hollaway Arthur Marcum Mark Fergus Hawk Ostby John August diwar an tudennoù krouet gant par Stan Lee Larry Lieber Don Heck Jack Kirby |
| Sonerezh : | Ramin Djawadi |
| Rener al luc'hskeudenniñ : | Matthew Libatique |
| Frammer : | Dan Lebental |
| Aktourien | |
|
Robert Downey Jr. |
|
| Liammoù diavaez | |
| kemmañ |
|
Iron Man a zo ur film amerikan bet sevenet gant Jon Favreau ha deuet er-maez e 2008. Diazezet eo war an dudenn comic Iron Man bet krouet gant Stan Lee, Don Heck, Jack Kirby ha Larry Lieber.
An istor [kemmañ]
Tony Stark a zo ur playboy pinvidik-mor. Hêr labouradeg armoù e dad eo, hag ijinour dreistdonezonet eo ivez. E-ket ha m'emañ e veajiñ en Afghanistan a-benn diskouez e fuc'hell Jeriko ez eo skrapet gant sponterien ha gloazet da vat. Dont a ra a-benn da dreuzvevañ a-drugarez d'un dredanerez vihan tost ouzh e galon. Nac'h a ra sevel ur fuc'hell evel ma c'houlenn ar sponterien gantañ ober, hag e-lec'h e sav un houarwisk dir leun a vitrakoù hag a implij a-benn tec'hout kuit. Goude bezañ komprenet e vez implijet armoù savet gant e embregerezh gant sponterien, e tiviz implijout e houarnwisk a-benn gwareziñ an dud ha stourm evit ar justis.
Tro-dro d'ar film [kemmañ]
- E miz Meurzh 2007 e voe kroget ar filmañ
- Ar film kentañ arc'hantet penn-da-benn gant Marvel Studios eo