Iomaí

Eus Wikipedia
Dismantroù iliz sant Féichín

Iomaí pe Iomaigh (Omey Island e saozneg[1] zo un enezenn war aod Conamara e kornaoueg Iwerzhon.

Tost d'an douar-bras emañ an enezenn ha d'an daere e c'haller mont war droad betek enni. Ul lenn dour dous zo en he c'hreiz.

A-raok Naonegezh Vras Iwerzhon e oa tost da 400 den o vevañ en Iomaí. Ha betek ar bloavezhioù 1970 e oa ur skol eno. Bremañ eo didud avat.

Dismantroù un iliz, Teampall Féichín, a c'haller gwelet, abaoe m'int bet eztennet eus an traezh o goloe. Ur feunteun sakr zo ivez nepell diouzh an iliz. Krediñ a reer e oa ur manati eno, savet gant sant Féichín.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]