Inizi ar Silvidigezh
Eus Wikipedia
Inizi ar Silvidigezh (Iles du Salut en galleg) zo un enezeg vihan (war-dro 62 ha) er Meurvor Atlantel, 16 km er-maez da aod Gwiana c'hall, dirak Kourou, er c'hornog da g-Cayenne.
Eno e voe savet ur c'hamp-bac'h hag a vez gweladennet bremañ gant an douristed.
[kemmañ] An inizi
Teir enezennig a zo
- Enez an Diaoul (Ile du Diable) : 14 ha, didud, an hini vrudetañ, e-lec'h ma voe prizoniet Alfred Dreyfus;
- Enez ar Roue (Ile Royale) : 28 ha, didud,
- Enez Sant-Jozef (Ile St-Joseph) : 20 ha, didud,
| Enezenn | Gorread(ha) | Uhelder(m) |
|---|---|---|
| Enez an Diaoul | 14 | 40 |
| Enez ar Roue | 28 | 66 |
| Enez Sant-Jozef | 20 | 30 |
| EN HOLL | 62 | 66 |