Inis Muirígh

Eus Wikipedia
Logell vein war Inis Muirígh. An douar-bras a weler en diabell.

Inis Muirígh (Inishmurray e saozneg[1]) zo un enezenn vihan war aod kontelezh Sligeach e gwalarn Iwerzhon.

Moarvat eo anvet an enezenn diwar ur sant iwerzhonat kozh, Muireadhach. Aspadennoù stank a weler c'hoazh eus ur manati bet savet eno er VIvet kantved gant ur sant all, Laisrén mac Decláin pe Sant Molais. Div iliz, ur puñs, ur voger uhel, bezioù... a ro da soñjal e oa meur a vanac'h eno d'ar c'houlz-se. Gouzout a reer e voent taget gant Vikinged e 795, hag adarre en 807, ha didud e chomas an enezenn goude-se e e-pad meur a gantved. Ne zeuas tud en-dro d'ober o annez eno nemet en XIIvet kantved moarvat.

E-pad pell e voe tud eus an douar-bras o vont e pirc'hirinaj da Inis Muirígh. An enezourien diwezhañ a guitaas an enezenn d'ar 12 a viz Du 1948, da vont da vevañ war an douar-bras. Ouzhpenn an aspadennoù eus ar manati kozh e weler c'hoazh kalz tiez hag un ti-skol. E dibenn an XXvet kantved e oa bet furchet ar rivinoù gant istorourien ; moarvat e voe manati Inis Muirígh unan a bouez, hag a c'haller keñveriañ gant Sceilig Mhichíl evit istor ar gristeniezh en Iwerzhon[2].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]