Ilse Koch

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ilse Koch e 1947
Ilse Koch dirak al lez-varn e Dachau

Ilse Koch, pe Ilse Köhler hervez hec'h anv plac'h yaouank, ganet e 1906 e Dresden, marvet e 1967 e Hameln, a zo brudet dre he c'hrizded ouzh bac'hidi ar c'hampoù alaman e-pad an Eil Brezel-Bed. Lesanvet e oa Die Hexe von Buchenwald, e saozneg "The Beast of Buchenwald, hag e galleg "la chienne de Buchenwald". Dimezet e oa da g-Karl Koch, kentañ komandant kamp-bac'h Buchenwald , ha rener hini Majdanek goude, fuzuilhet gant an SS dre ma oa laer ha muntrer.

He dastumad krec'hin prizonidi . Luc'hskeudenn gant Jules Rouard. Buchenwald 1945

Ganet eoa e Dresden, he zad a oa eilmestr en ul labouradeg. Plac'hig seven hag evurus e oa er skol gentañ. Da 15 bloaz e oa aet da zeskiñ ar vicher a gontaouerez. E 1932 e oa ezel eus ar strollad nazi. Dre vignoned he devoa e-touez an SA ha SS, e reas anaoudegezh gant Karl Otto Koch e 1934, ha dimezet e voent daou vloaz goude.


Bac'het divac'het[kemmañ]

Barnet e voe abalamour d'he zorfedoù-brezel gant ul lez-varn stadunanat e 1947. Tamallet e oa dezhi kemer perzh e muntroù e Buchenwald."[1] Kondaonet e voe da vezañ bac'het a-hed he buhez.

Goude daou vloaz er vac'h e voe lezet da vont gant ar jeneral Lucius D. Clay, gouarnour rann stadunanat Alamagn. Harzet e voe Koch adarre e 1949 barnet gant ul lez alaman, tamallet dezhi broudañ da lazhañ e-barzh 135 afer. Kondaonet e voe da vezañ bac'het a-hed he buhez adarre, e miz Genver 1951.

En emgrougañ a reas en he c'hell e Gwengolo 1967 d'an oad a 60 vloaz, goude skrivañ ul lizher d'he mab.

Marv[kemmañ]

En em grougañ a reas en he c'hell e toull-bac'h Aichach e Gwengolo 1967.

Notennoù[kemmañ]

  1. Encyclopedia of the Third Reich, Macmillan, New York, 1991 p.43

Lennadurezh[kemmañ]

  • (fr) Pierre Durand, "La Chienne de Buchenwald" (1985), diwar-benn torfedoù Ilse Koch.
  • (de) Arthur Lee Smith Jr.: Der Fall Ilse Koch – Die Hexe von Buchenwald, Böhlau Verlag GmbH & Cie, Köln 1983, ISBN 3-412-10693-3.

Lennadurezh saoznek[kemmañ]

  • Massimiliano Livi, "Ilse Koch". In: War Crimes and Trials: A Historical Encyclopedia, from 1850 to the Present by Elizabeth Pugliese and Larry Hufford. ABC-CLIO: Santa Barbara (USA).
  • The Holocaust Chronicle, p. 117.
  • Israel Gutman (ed.), Encyclopedia of the Holocaust, p. 809-810.
  • Walter Lacqueur (ed.), The Holocaust Encyclopedia, p. 97.
  • William L. Shirer, The Rise and Fall of the Third Reich, p. 983-984.
  • David A Hackett (ed.), The Buchenwald Report, p. 43 n. 19.