ISO
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
An ISO (Aozadur etrebroadel evit ar reolatañ pe e saozneg International organization for standardization) a zo un aozadur gant dileuridi aozadurioù ar reolatañ e pep stad hag he fal a zo embann reoladoù etrebroadel evit ar c'henwerzh hag ar greanterezh. Emañ sekretourva kreiz an ISO e Jeneva e Suis. Reiñ harp a ra da bep ezel war tachennoù melestradurel ha teknikel ha e kenurzh ar program digreizennet evit sevel ar reoladoù. Embann a ra ar reoladoù etrebroadel.
Notenn : Lod a ra gant norm evit reolad.
Bez e z' eus meur a seurtoù izili :
- Ar c'hengor ezel rik hag a zo an aozadur reolatañ gant perzh dileuriñ e pep stad
- An ezel kenskriver evit ar stadoù n'o-deus ket un aozadur broadel gant perzh dileuriñ
- An ezel koumanantet (Stadoù gwan o armerzh)
Evit Bro-C'hall, an ezel rik a zo an AFNOR.
Ur fazi a vez graet alies pa intenter an anv ISO evel pennlizherennoù International Standards Organization pa zeu evit gwir eus ar ger gresianeg isos hag e talvez kevatal. Dibabet eo bet an dra-se ma ne vo ket a diforc'hioù evit envel an aozadur e pep yezh.
[kemmañ] Sell ivez
[kemmañ] Liammoù diavaez
- ISO's official website (posubl eo braslenn katalog ar reoladoù hep galloud lenn o endalc'h)
- Spisc'heriadur an ISO
- ISO/IEC JTC1

