Hyacinthoides non-scripta
Eus Wikipedia
Hyacinthoides non-scripta, hag a vez graet bokidi-koukou, pour-bran, roz-koukou pe kilked-broen, e-touez anvioù all, anezho e brezhoneg, zo ur spesad plant eus kerentiad ar Hyacinthaceae hag a gaver en Europa (Breizh-Veur, hanternoz ar Frañs, Izelvroioù...). Bleuñviñ a reont e miz Ebrel ha miz Mae, bleuñv glas boemus dezho. Gwarezet int e meur a vro.
E kembraeg ivez ez eo liammet anv ar plant gant hini ar goukoug evel m’en diskouez o anv “Clychau’r gôg” (kleier ar gougoug)