Huambo

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Iliz e Huambo

Huambo zo ur gêr eus Angola ha kêrbenn proviñs Huambo. Dont a ra hec'h anv eus Wambu, ur rouantelezh Ovimbundu.

Ar gêr a voe savet ent-ofisiel d'an 8 a viz Eost 1912 gant ar Bortugaliz hag e 1928 e voe adanvet Nova Lisboa (Lisbon Nevez). Diorren a reas an ekonomiezh ha kreskiñ a reas ar boblañs betek dizalc'hidigezh Angola e 1975, ma voe adroet hec'h anv orin d'ar gêr. Drastet e voe Huambo e-pad ar brezel diabarzh.