Hot fuzz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Hot Fuzz a zo ur film saoz gant Edgar Wright deuet er maez e 2007.

Taolenn

[kemmañ] Sinopsis

Amañ vez kontet istor un poliser e kêr Londrez, e anv Nicholas Angel, un dreist poliser en e skipailh. Kemen ez eo barek, ma lak e genseurted evel simpl gouarner ar peoc'h. Diwar e baregezh ez eo bet neuze lakaet gant chef ar brigadenn e kêriadenn Sandford, e lec'h ma ne vez kazimant netra. Gant e genseurt lec'hel nevez, Dany Butterman, hag a huñvre eus fuzuilhadegoù ha redadegoù a bep seurt, Nicholas a reizh un nebeut a torr-lezenn hep interestoù. Koulskoude un nebeut a gwall-zarvoudoù iskis a lako anezhañ en darvoudoù.

[kemmañ] Dalc'henn

Simon Pegg : Nicholas Angel

Nick Frost : Danny Butterman

Jim Broadbent : Frank Butterman

Bill Nighy : Chef Inspecteur Kenneth

Timothy Dalton : Simon Skinner

Martin Freeman : Met Sergent

Tim Barlow : Treacher

Bill Bailey : Den an ti-polis

Cate Blanchett : Jeannine

Anne Reid : Leslie Tiller

Steve Coogan :

Peter Jackson : An tad nedeleg

[kemmañ] Fichenn teknikel

Titl : Hot Fuzz

Oberour : Edgar wright

Skriver senario : Simon Pegg hag Edgar Wright

Produer : Tim Bevan, Nira Parks, Eirc Fellner

Kompozer : David Arnold

Saver : Chris Dickens

Darbarer : Studio canal, Rogue Pictures

Aet e maez e Bro-c'hall d'ar : 18 Gouhere 2007

Bro orin : Rouantelezh-Unanet

Doare: komedienn, poliser, leizh a darvoudoù

Padelezh : 2 eur

Stumm ar son : EX

Stumm ar bannadur : 2,35: 1 Cinémascope

Stumm produiñ : 35mm

Filmet e : Saozneg

[kemmañ] Marvailh

Fuzz a zo un termenadenn hag a vez lavaret e mod-all «yer» pe «flik».

Pa vez gwellet e penn kentañ ar film ar mare e lec'h ma vez ar sel en amzer dremenet war vuhez Angel, gwellet 'vez un tad nedeleg o goustilhañ e zorn. E gwirionez an tad nedeleg-se 'zo an oberour Peter Jackson (Zeland nevez)

Memes-tra pa 'vez gwellet mignonez Nicholas Angel e penn kentañ ar film, an aktourez a zo Cate Blanchett.

Enroladenm ar film 'zo bet graet dre vras e kêr wells, kêr e lec'h mañ genidig Edgar Writht.

Da vare ar senenn gentañ er gourmac'had, pa n'eus Danny adlakaet en DVD Supercop ebarzh ar bailh evit heuliañ Nicholas diwar e poursu, tu 'zo gwellet ur film gant ar memes jaketenn eus hini Shaun of the Dead en difoc'h deus en titl hag a zo Zombies Party.

Ar pub e lec'h ma blij da Nicholas ha Danny en em adkavout a zo ar memes tavarn eget an hini ebarz Shaun of the Dead, ar winchester.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all