Herman Van Rompuy
Herman Van Rompuy (distaget [ˈɦɛɾmɑn vɑn ˈɾɔmpœy̆]), ganet d'an 31 a viz Here 1947 en Etterbeek, zo ur politikour flandrezat eus Belgia, ezel eus ar strollad Christen-Democratisch en Vlaams (CD&V). Kentañ ministr Belgia e voe etre an 30 a viz Kerzu 2008 hag ar 25 a viz Du 2009. A-raok e oa bet prezidant Kambr Kannaded Belgia, etre an 12 a viz Gouere 2007 hag an 30 a viz Kerzu 2008.
D’an 19 a viz Du 2009 e oa bet dibabet Herman Van Rompuy gant ar 27 penn stad ha gouarnamant eus Unaniezh Europa evit dont da vezañ kentañ prezidant Kuzul Europa.
Herman Van Rompuy a zo eus ur mirour eus ar strollad CD&V, lakaat a ra ar pouez war ar reoladoù hag an talvoudegezhioù, an doujañs ha temoù all liammet gant ar vuhezegezh. Skeudenn ur c'hefredour a zo gantañ.
Liammoù diavaez [kemmañ]
- Blog personel Herman Van Rompuy (e nederlandeg)