Hayreddin Pacha

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Un c'hourser hag un amiral e servij an impalaer otoman eo bet Hayreddin Pacha, lesanvet Barv Ruz dre intent fall gant an Europiz diouzh anv e vreur Aroudj (Oruç e turkeg otoman hiziv). Treuzkaset e oa bet lesanv e vreur "Baba Aroudj" dezhañ, met komprenet o deus an Italianed hag ar Saozon Barbarossa hag ar C'hallaoued Barberousse. Evit gwir e oa ur barv ruz dezhañ. Roet eo bet Hayreddin evit un titl a enor gant ar sultan Suleiman ar Meurdezus, ar pezh a dalvez evit "Mad ar Feiz" (C'heir ed Din en arabeg). Ganet eo bet e Kêr vMitileni (Enez Lesbos) e 1476 ha marvet e Kergustentin e 1540.

E dad e oa turk ha muzulman hag e vamm gresianez ha kristen hag e wir anv a oa Yakupoğlu Hızır (Hızır, mab Yakup). Evel ur marc'heger e servijas ar sultan otoman e dad Yakup Ağa hag e voe roet urzh dezhañ mont gant al lu a gemeras Enez Mitileni (Enez Lesbos hiziv) e 1462. Evel gopr e resevas un aotrouniezh en enezenn e-lec'h ma krouas un tiegezh.