Hasdrubal ar Boetarc'h

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Hasdrubal ar Boetharc'h zo ur jeneral eus Kartada a renas difenn ar geoded e-pad he seziz gant ar Romaned, renet gant Scipio Aemilianus e-pad an Trede brezel punek (149-146 a-raok J.-K.).

Ar boetharc'h a oa ur renk en arme (komandant ar bagadoù skoazell) tizhet gantañ e 152 a-raok J.-K.[1]. E 148 a-raok J.-K. e kemeras penn difenn ar geoded[1].

Danevell a ra ar mammennoù en em gaeas e e templ Eshmoun war tuchenn Birsa, e-pad seziz 146, ur wezh kemeret karter ar porzhioù ha traoñ kêr gant an arme roman. En em zifenn a reas pell eno met pa welas e oa kollet pep tra e tec'has da vont d'en em zaskoriñ da Scipio. E wreg, feuket gant e drubarderezh, en dije dic'houzouget e vugale dirak e zaoulagad a-raok en em deurel en tan.

Keñveriet eo bet an darvoud-mañ gant emlazh ar rouanez Didon kerkent hag en Henamzer[2]. A-hervez e vije chomet Hasdrubal bev ha bevet en dije dieub en Italia[1]. En em rentañ dre zizesper pe dre aon zo disheñvel-kenañ eus ar pezh a c'hallfed gortoz eus e berzh pa seller ouzh e emzalc'h kalonek e-pad ar brezel-se. Lod a sell ouzh an darvoud-mañ evel un elfenn eus ar propaganda roman a dalveze da reizhabegañ ar brezel da c'houde. Ur skouer e oa eus ar punica fides, feiz fall ar Gartadaiz gwallvrudet gant ar Romaned. Diskouez a reont Hasdrubal milliget gant e wreg dezhañ e-unan.

Notennoù[kemmañ]

  1. 1,0 1,1 1,2 Edward Lipinski [sous la dir. de], Dictionnaire de la civilisation phénicienne et punique, éd. Brépols, Paris, 1992, p. 212
  2. Hédi Dridi, Carthage et le monde punique, éd. Les Belles Lettres, Paris, 2006, p. 59