Harpied

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Aourlivadur, v. 1350


An Harpied, pe Harpiezed pe Harpyezed (Ἅρπυιαι / Hárpuiai e gregach) a oa merc'hed da d-Taumas ha d'an Okeanidenn Elektra, pe hervez un doare all, merc'hed da d-Tifon.


Doueezed an drailh hag an dial int, dial an doueed diwar-goust an dud.

O anv[kemmañ]

Talvout a ra o anv (Ἅρπυια / Hárpuia) kement hag « a nij hag a zrailh ») : buanoc'h int eget an avel, trec'hiñ warno n'haller ket, gragailhat ha drailhañ a reont e kement lec'h ma tremenont, ha ne chom nemet o c'haoc'h war o lerc'h.

Hervez Homeros int doueezed ar c'horventennoù, hañval ouzh kezeg gouez , pa denn an avelioù flour da gezeg doñv.

Hervez Hesiodos, o deus ur c'horf askellek hañval ouzh hini an evned, ha pennoù merc'hed. Hervez Vergilius o deus dremmoù plac'hedigoù ha krabanoù laboused preizh.

Teir int : :

Dont a c'hallfe mojenn an Harpied eus ar c'hilhegi-raden. Kement-se a greder en abeg d'an drailh a reont dre lec'h ma tremenont, hag abalamour ma vezont kaset kuit gant avel an hanternoz.

Gwelout ivez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.