Gwener ha Kupidon
| Gwener ha Kupidon | |
| Diego Velázquez, 1648 | |
| eoullivadur war lien | |
| 122,5 × 175 cm | |
| National Gallery, Londrez | |
| Londrez | |
Gwener ha Kupidon zo un eoullivadur , 122,5 cm x 175 dezhañ, graet etre 1644 ha 1648 gant al livour spagnol Diego Velázquez, hag anavezet e spagnoleg evel La Venus del espejo (The Rokeby Venus e saozneg).
Emañ war ziskouez en National Gallery e Londrez.
[kemmañ] An daolenn
Emañ an doueez Gwener, doueez ar gened, en he noazh hag en he gourvez o sellout outi hec'h-unan er melezour dalc'het gant he mab Kupidon, doue ar Garantez.
Ral e oa livañ korfoù noazh e Spagn en amzer Velázquez p'edo an Inkizision war ziwall.
E gwirionez, ma welomp he dremm eo peogwir emañ o sellout ouzh an den o sellout outi.
Un daolenn hep he far eo dre ma'z eo ar poltred nemetañ eus ur vaouez en he noazh gant Velázquez, ha ma ne oa bet nemet div daolenn a'r seurt-se, en holl d'an holl, e-pad ar XVIIvet kanved e Bro-Spagn.
[kemmañ] Liammoù diavaez
- National Gallery
- National Gallery: The Rokeby Venus
- More info on the painting
- Biography of Mary Richardson
- Political vandalism, art and gender – Mary Richardson