Grandes compagnies
Grandes compagnies (bandennoù bras, bagadoù bras e brezhoneg) a veze graet eus bagadoù goprsoudarded er Grennamzer, etre an XIIvet kantved hag ar XIVvet kantved, hag a veze dilabour e-pad ar mareadoù a beoc'h, hag a veve neuze war choug ar bobl. Ar c'hoprsoudarded-se a zeue neuze da vezañ « routiers » dre ma oant izili eus ur « route » (« bagad » e galleg an amzer-se).
Kentañ gwech ma voe niverus ar bagadoù-se en doare «routiers » a voe en XIIvet hag en XIIIvet kantved. Ar c'hoprsoudarded a oa bet anezho abaoe penn-kentañ an XIIvet kantved. Kemeret o doa perzh e brezel diabarzh Bro-Saoz (ma oa enebet ar roue Etienne ouzh Mathilde, mamm Herri II etre 1137 ha 1153)
Ral e oa gwelet bagadoù meur hag o c'habiten bezañ leal d'un roue pe d'un noblañs bras met lod anezho, en ur vezañ paeet, a chome leal d'un tu pe d'un den.
Kabitened brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Yvon de la Roche, lesanvet Duant eus Breizh: setu penaos en em ginnigas da zug Anjev e 1369 :
La monstre Yvon de la Rouche, dit Duant, escuier breton, et de trente et neuf autres escuiers de sa compaignie soubz le gouvernement de Mons. le duc d'Anjou ou pays de Grascoigne, receue a Pierraguers, le Ve jour de nouvembre l'an mil CCCLXIX.
- John Hawkwood eus Bro-Saoz
- Lambert Cadoc eus Bro Gembre
Emgann an Tregont
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad Emgann an Tregont e oa lod eus ar varc'heien hag a oa kabitened ur bagad meur:
- Hugh Calverley
- Crokart pe Croquart
- Leuan Wyn pe Jehan de Vuin, lesanvet le poursuivant d’amours[1]
Emgann an Alre
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad Emgann an Alre, d'an 29 a viz Gwengolo 1364, e oa meur a vagad meur bep tu.