Gourskrid

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar gourskridoù a zo anezho testennoù a vez vez diskwelet war skramm un urzhiataerez pe un ardivink elektronek bennak gant daveoù (gourliammoù) war-zu testennoù all a c'hell al lenner diraez anezho war-eeun, dre ur c'hlik logodenn pe un heuliad touchennoù pouezet war ar c'hlavier peurvuiañ. Estreget testennoù red a c'heller kaout er gourskridoù : taolennoù, skeudennoù, ha doareoù kinnig all. Ar gourskrid eo ar meizad diazez a dermen framm ar World Wide Web, hag a laka anezhañ aes da implijout evit rannañ keleier dre ar genrouedad.

[kemmañ] Seurtoù gourskrid hag an implij anezho

Gallout a ra an teulioù gourskrid bezañ statek (prientet hag enrollet en a-raok) pe dinamek (o cheñch dizehan diwar kasadennoù an implijer). Ar gourskrid statek a c'heller implijout evit sevel daveennoù kroaziet e-barzh teulioù, arloadoù, pe levrioù war CDoù. Ar sistemoù savet mat a c'hell degemer kenemglevioù implijer-etrefas all evel lañserioù ha linennoù urzhiañ. Gant ar gourskrid e c'heller sevel sistemoù liammañ ha daveañ kroaziet kemplezh-kenañ. Ar World Wide Web eo emplementadur brudetañ ar gourskrid, dispaket evit ar wezh kentañ e 1992.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all