Goldfinger (film)

Eus Wikipedia
Logo ar film Goldfinger

Goldfinger zo ur film spierezh saoz embannet e 1964. An trede film eo en heuliad filmoù James Bond, bet produet gant Eon Productions, gant Sean Connery o c'hoari ar spier eus an MI6 James Bond. Diazezet eo bet ar film war ar romant Goldfinger gant Ian Fleming. Er film e weler ivez Honor Blackman evit ar Bond girl Pussy Galore ha Gert Fröbe o c'hoari Auric Goldfinger, Shirley Eaton evit ar Bond girl Jill Masterson ha Tania Mallet evit Tilly Masterson. Goldfinger zo bet produet gant Albert R. Broccoli hag Harry Saltzman. Ar c'hentañ film James Bond eo, diwar pevar a zo bet renet gant Guy Hamilton.

Eilskeudenn eus Jill Masterson ur Bond girl goloet gant poultrenn aour en Goldfinger

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]