Mont d’an endalc’had

Gledig

Eus Wikipedia

Ur gledig, pe gwledig, a oa ur brezelour a wad hag a garg uhel, kenvrezeler gant ri Breizh, penn-lu ivez, da vare rouantelezh Breizh (845-913). An titl damheñvel e latin a vefe Magister Militum, titl roet da vMacsen Wledig, Gerontius hag Emrys Wledig. Hervez Ron Peniarth e veze roet an titl-mañ d'ar rouaned ha d'an duged betek Alan IV da nebeutañ. Ur gwledig a veze gwelet evel ur penn-lu a renk uheloc'h eget ur roue. Eus ar ger gwlad (glad e brezhoneg) e teu an anv gwledig, da lavaret eo "penn ar glad".

Pennad kar a bell

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]