Mont d’an endalc’had

Giges (Lidia)

Eus Wikipedia
Ur pennad Giges zo ivez.
Giges, roue Lidia, war-lerc'h Kandaules, skeudennet er Promptuarii Iconum Insigniorum.
Candaules King of Lydia Shews his Wife to Gyges (Kandaules, roue Lidia, a ziskouez e wreg da c'h-Giges), taolenn gant William Etty.

Giges (gregach : Γύγης / Gúgês) a oa roue Lidia, en Azia Vihanañ, hervez ar vojenn hellazek. Ren a reas war-lerc'h Kandaules.

Mab e oa d'ar priñs Mermnas. Roue e vije bet etre -708 ha -687, marvet e vije etre -680 ha -648 ; hervez an istorour Michael Grant n'eus ket da veskañ ar roue hag ar mesaer meneget e-barzh Ar Republik gant Platon.

Hervez Herodotos e oa ur goafer (‘αἰχμοφόρος’) e-touez gwarded ar roue Kandaoles. Lazhañ a reas ar roue, mab da v-Mirsos.

E vab Ardis a renas war e lerc'h.

Hervez Herodotos e oa sot ar roue Kandaules gant e bried. E-touez e genlabourerien e oa ur priñs, anvet Giges. Un deiz ...

Giges o kavout ar walenn vurzhudus, Ferrara, XVIvet kantved.

Hervez Ar Republik, oberenn Platon, en devoa Giges, ur mesaer yaouank, kavet ur walenn war gorf ur ramz marv. Hag eñ da gemer ar walenn hag a oa ur walenn hud (mojenn gwalenn Giges), dezhañ da vout diwelus. Ganti ez eas da gousket gant gwreg ar roue. Goude-se en em glevas gant ar rouanez da lazhañ ar roue ha da gemer ar galloud.

Mojenn gwalenn Giges zo meneget e-barzh Ar Republik, gant Platon.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.