Giambattista Basile

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Giambattista Basile

Giambattista Basile (1566 pe 1575–23 a viz C'hwevrer 1632 , ganet ha marvet e Naplez ) a oa ur barzh italian (e yezh Naplez), met kontadennoù eo e skridoù brudetañ. Graet ez eus bet il Boccaccio napoletano anezhañ.

E vuhez[kemmañ]

Ganet e oa e Naplez, hag eus a renk etre e oa e dud. Goprsoudard e voe gant Republik Venezia . Hervez Benedetto Croce e vije bet ganet en 1575, hervez tud all en 1566 . Kregiñ a reas da skrivañ barzhonegoù e Venezia ha goude e tistroas d'ober paotr a lez gant Don Marino II Caracciolo, priñsAvellino, a voe dediet dezhañ L’Aretusa e 1618. Pa varvas e oa kont Torrone.

E oberenn[kemmañ]

E oberenn vrudet eo e zastumad kontadennoù, anvetLo cunto de li cunti ovvero Lo trattenimiento de' peccerille (Kontadenn ar c'hontadennoù pe Diverrañs ar vugaligoù ) Embannet e voent e div levrenn war lerc'h e varv gant e c'hoar Adriana en 1634 et 1636 dindan an anv Gian Alesio Abbatutis

Dastumet en deus kontadennoù diwar glevout, e Venezia hag e Kreta pa oa soudard eno, ha kempennet anezho. Darn zo bet adaozet gant Charles Perrault hag ar vreudeur Grimm, o deus kavet en e levr Luduennig, Rapunzel, Kazh e heuzoù, Ar Goantenn e Koad ar C'housk ha Hansel ha Gretel.

Pentamerone[kemmañ]

Pentamerone a vez graet ivez eus al levr Lo cunto, un anv lakaet evit ar wech kentañ en embannadur 1674, abalamour d'an Decamerone, levr Boccacio, pa'z eo savet war e batrom.