Giacomo Boncompagni

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Giacomo Boncompagni, pe Jacopo Boncompagni (1548-1612), a oa un noblañs italian er XVIvet kantved, mab bastard d'ar pab Gregor XIII (Ugo Boncompagni). Bez' e oa ivez Dug Sora, Aquino, Arce hag Arpino, ha markiz Vignola.

Troet e oa gant ar sonerezh, ar c'hoariva hag an echedoù. Mignon e oa da Pierluigi da Palestrina ha Vincenzo Ruffo.

E vuhez[kemmañ]

Ganet e oa Giacomo Boncompagni e Bologna, mab e oa da Ugo Boncompagni ha d'e bried-kleiz Maddalena Fulchini eus Carpi. Deuet e oa e dad di evit mont da gemer perzh e Sened-Iliz Trento a oa bet dilec'hiet da Vologna.

Anzavet e voe gant e dad e miz Gouhere 1548 ha fiziet er Jezuisted da vezañ skoliet. Pa voe dilennet e dad da bab e 1572 ez eas Giacomo da Roma ha gantañ e voe anvet da vestr Castel Sant'Angelo. Goude e voe anvet da c'h-Gonfalonier arme ar pab, hag ez eas neuze da chom da Ancona ha goude da Ferrara, ma chomas betek 1574.

E 1576 e voe anvet gant e dad Gregor XIII da c'houarnour e Fermo. Er bloaz-se ivez e timezas da Costanza Sforza, eus Santa Fiora, a roas 14 bugel dezhañ. E 1581, a-gevret gant Latino Orsini, e voe karget da stourm ouzh al laeron e Stadoù an Iliz.


Pennadoù kar[kemmañ]