Ger-mell strizh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar ger-mell strizh zo ur ger-mell a vez implijet dirak un anv-kadarn pa vez gouvezet eus petra e vezer o kaozeal, pa greder n'haller ket faziañ war an dra pe an den e vezer o komz anezhañ.

Lavaret e vo an den moal, e-lec'h un den moal pa ouzer mat eus piv ez eus kaoz.

Pa seller ouzh ur skeudenn e lavaror da gentañ e weler un den moal, ur chaseour, ur c'hi du. Goude-se e vo lavaret an den moal, ar chaseour, ar c'hi du anezho peogwir e anavezer anezho, ha pa'z eo anat n'haller ket faziañ.

[kemmañ] Troiennoù hep ger-mell strizh

E troiennoù zo n'implijer ger-mell ebet e yezhoù zo, pa gaver ar ger-mell strizh e troiennoù kevatal e yezhoù all a-wechoù, e galleg alies. E brezhoneg ne vo ket lakaet ger-ebet, na strizh nag amstrizh en troiennoù-mañ:

  • gant ar verb ober: ober skol, kafe, tan
  • gant ar verb kaout: kaout amzer da lenn, c'hoant da zañsal, ezhomm da gousket, plijadur o skeiñ, poan o kompren, tro da frikota, digarez da veajiñ

[kemmañ] Kêr

Dirak ar ger kêr ne vez ket lakaet ar ger-mell strizh peurvuiañ:

  • Mont e kêr, ober tro kêr

Met lavaret e vo:

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all