Georgiana Cavendish

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Georgiana Cavendish (Her Grace Georgiana Cavendish, Duchess of Devonshire, gant Joshua Reynolds.
Georgiana Cavendish (Her Grace Georgiana Cavendish, Duchess of Devonshire), (1787)

Georgiana Cavendish , pe Lady Georgiana Spencer (1757–1806), a oa un dugez saoz, budet he spered hag he c'hened, ha pried da Dug Devonshire.

Meur a boltred anezhi zo bet graet, gant Joshua Reynolds ha Thomas Gainsborough dreist-holl.

Kentañ pried ar politikour saoz William Cavendish (1748–1811), 5vet dug Devonshire, e oa Georgiana Cavendish, ha mamm e oa da William George Spencer Cavendish. He zad, John Spencer, 1añ kont Spencer, a oa gourvab da John Churchill. Moereb e oa da Caroline Lamb ha da George Spencer.

Perzh a gemeras en un nebeud stourmoù politikel, ha skoazellañ Charles James Fox a reas. Ur romant dre lizhiri a skrivas, a greder, anvet The Sylph, embannet dizanv en 1779, ha barzhonegoù .

Taolenn

He dimeziñ [kemmañ]

E 1774 e timezas Georgiana da zug Devonshire, pa ne oa ket 17 vloaz c'hoazh. Un eured vras e voe, daou diegezh uhel a oa unvanet, met ur fallzimeziñ e voe.
Bec'h he doe an dugez yaouank o kaout bugale, ha nec'hus e oa, rak un dizenor e oa d'ur vaouez a ouenn uhel chom hep reiñ pennhêr ebet d'he fried.

Meur a golladenn a reas Georgiana a-raok genel div verc'h, hag ur mab a-benn ar fin, he mab nemetañ, William George Spencer Cavendish. Hennezh a voe 6vet Dug Devonshire (1790-1858) hag a varvas dibried. Ses deux filles étaient Georgiana Cavendish (1783-1858), qui a épousé George Howard, 6e Comte de Carlisle (1773-1844) et Harriet Cavendish (1785-1862), qui a épousé Granville Leveson-Gower, 1er comte de Granville.


Goap zoken a voe graet eus eured ar priedoù Cavendish er pezh The School for Scandal gant Richard Brinsley Sheridan, ma weler ur vaouez yaouank eus ar vro, Lady Teazle, touellet gant gwazed diouzh ar c'hiz.


Georgiana an hini a ginnigas d'he fried, an Dug, Lady Elizabeth Foster (Bess) , he gwellañ mignonez, a zeuas da vout e serc'h da gentañ, hag e eil pried goude. Elizabeth Foster he devoe daou vugel gant an dug, ur mab hag ur verc'h.

Georgiana he devoe un darempred gant Charles Grey, 2vet Kont Grey, a voe Kentañ Ministr e-pad daou vloaz (1830-1832), hag ur verc'h o doe en 1792, Eliza Courtney.


Pa varvas Georgiana e timezas an dug gant « Bess » Foster. Pa varvas an dug e teuas o mab (hini Giorgiana hag an dug) da vezañ 6vet Dug, met dizimez e chomas.


Er filmoù [kemmañ]

Lennadurezh [kemmañ]

Patrom:Commons category

  • Georgiana, Duchess of Devonshire, Amanda Foreman (1998) ISBN 0-00-655016-9 (now published as The Duchess)
  • Georgiana Duchess of Devonshire, Brian Masters, Hamish Hamilton, 1981.
  • Georgiana, The Earl of Bessborough (editor), John Murray, London, 1955.
  • The Two Duchesses.., Family Correspondence relating to.., Vere Foster (editor), Blackie & Son, London, Glasgow & Dublin, 1898.
  • An Aristocratic Affair - The life of Georgiana's sister Harriet, Countess Bessborough, Janet Gleeson, 2006, ISBN 0593054873
  • Portraits of Georgiana by Gainsborough, Reynolds, Romney, Cosway and others.
  • Extra material not included in Amanda Foreman's book
  • Georgiana Duchess of Devonshire, The Sylph, ed. Jonathan David Gross (Chicago: Northwestern University Press, 2007), ISBN 0-8101-2229-4.

Poltredaoueg [kemmañ]