George Cukor

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
George Cukor

Ganet e oa bet George Dewey Cukor d’ar 7 a viz Gouere 1899 e New York ha marvet d'ar 24 a viz Genver 1983 e Los Angeles. Bet eo leurenner c'hoariva e Broadway er bloavezhioù 20. Ober a ra micherioù a bep seurt e Hollywood a-raok sevel e film kentañ ''Grumpy''. Barrek e oa sañset da lakaat an aktourien d'ober o seizh gwellañ : 21 aktour, bet o c'hoari en e filmoù, a zo bet anvet da gaout un Oscar bennak. Un nebeud filmoù graet gantañ : ''The Philadelphia Story'' 1940 gant Katharine Hepburn, Cary Grant ha James Stewart,''Let's Make Love'' 1960 gant Yves Montand ha Marilyn Monroe... un Oscar en deus bet gant ar film ''My Fair Lady'' e 1964.