Gavin Williams

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Gavin Williams.jpg

Gavin Williams a zo ur rugbier samoan ganet e Zeland-Nevez e Auckland d'ar 25 a viz Du 1979. C'hoarier kreiz eo war an dachenn pe a-wechoù askeller pe adreger. Er c'hampionad zelandneveziat en deus c'hoariet da gentañ gant skipailhoù Southland ha Auckland. E 2005 en deus erruet e Europa evit c'hoari gant skipailh proviñs Connacht e Iwerzhon. Kib ar Bed 2007 en deus graet Gavin Williams dindan roched an inizi Samoa daoust ma c'hoarie e dad evit an All Blacks. Goude-se eo bet e Dacs daou vloaz betek an diskenn e Pro D2. E-pad an diskar-amzer 2009 en deus sinet evit Clermont evel joker.


Kluboù[kemmañ]

  • 2002-2005. Southland RFU
  • 2005. Auckland RFU
  • 2005-2007. Connacht Rugby
  • 2007-2009. US Dax
  • 2009-2012. ASM Clermont Auvergne