Frente Popular Galega

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Frente Popular Galega ("Talbenn Pobl Galiza") a zo un aozadur broadelourien hag a glask sevel ur stad sokialour dishual e Galiza.

E 1986 e sav a-du Unión do Povo Galego ("UPG, "Unvaniezh Pobl Galiza") evit ma kmerfe perzh Bloque Nacionalista Galego (BNG, "Bloc'had Broadelour Galiza") er mouezhiadeoù evit Parlamant Galiza ha diwar an diviz-se ec'h eas kuit diouzh Poellgor Kreiz UPG 13 ezel ha krouiñ a rejont Colectivo Comunista 22 de marzo ("Strollad Komunour an 22 a viz Meurzh"). Ha da geñver Gouel Broadel Galiza, d'ar 25 a viz Gouere 1986 e teuas da vezañ ur strolad politikel anvet Partido Comunista de Liberación Nacional (PCLN, "Strollad Komunour evit an Dieubidigezh Vroadel"), skarzhet diouzh BNG ez-ofisiel da geñver e II Emvod Broadel evit bezañ goulennet ouzh an dud votiñ evit Herri Batasun e moueziadegoù Parlamant Europa.

E 1987 e oa bet krouet FPG gant PCLN ha Galiza Ceive-OLN a-grevret gant aozadurioù lec'hel bihan all evel Colectivos Nacionalistas de Trasancos eus Vigo, Grupos Independentistas Galegos eus Sant-Jakez a Gompostela hag Iskeiro eus Ferrol.

E 1989 en em disrannas diouzh FPG ur re izili tost ouzh Galiza Ceive-OLN hag a save a-dugant ar stourm dre armoù kaset en-dro gant EGPGC ha gante e oa bet krouet da heul Assembleia do Povo Unido.

E 1994 e tiviz FPG dont da vezañ ur strollad rik kentoc'h evit un talbenn politikel.

Er mouezhiadegoù evit Parlamant Galiza e 2001 e tapas FPG 3.176 vot (0,3%), e mouezhhiadegoù Parlamant Stad Spagn e 2004 ec'h eas gante 2.257 vot (0,12%) ha tapet gante un dileuriad evit ti-kêr Cangas da geñver ar mouezhiadegoù lec'hel dalc'het e 2003. Er mouezhiadegoù evit Parlamant Galiza dalc'het e 2005 e oa bet tapet gante 2.982 vot (0,2%).

Liammoù diavaez[kemmañ]