Francisco Ricci

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Auto de Fe (1683).

Francisco Ricci (1614-1685), zo ul livour barok spagnol.

E dad Antonio Ricci a oa ul livour italian erruet e Spagn da labourat war-dro kinkladur manati El Escorial, dindan Federico Zuccaro. Dimeziñ a eure Antonio gant ur spagnolez, mont da Vadrid da chom ha kastilhanekaat e anv e Rizi.

En Madrid e voe ganet Juan Ricci en 1600, a voe livour da-heul e dad, ha Francisco Ricci en 1614.

Deskiñ ar vicher a eure gant Vicente Carducho, ha labourat evit ti ar roue adalek 1639.

A-gevret gant Juan Carreño de Miranda ha Francisco Camilo e labouras da ziorren skol Madrid ar barok spagnol, e kinklas ilizoù al lez, ha c'hoariva ar Buen Retiro, ma voe lakaet da rener.

E vrudetañ oberenn eo an Auto de Fe er Plaza Mayor de Madrid.

Mervel a eure Francisco Ricci en El Escorial en 1685.