Fodeba Keïta

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Fodeba.jpg

Keita Fodeba (1921-1969) bet rener korolladeg afrikan, ha ministr Republik Ginea.

Keita Fodeba a oa skrivagner, sonaozer ha politikour a vro Ginea. Asambles gant Kante Facely e savas ar c'horolladeg Afrikan, lec'h ma veskas dañsoù hengounel, ha ritmoù ar djembe. Ar strollad dañs-mañ a zo bet lakaet da vroadel goude dieubidigezh Ginea. Ministr eo bet ivez meur a-wezh (Ministr ar surentez; an difenn hag ar surentez, al labour douar), betek 1969, bloavezh ma voe harzet ha kondaonet d'ar marv ha fuzuilhet dindan urzhioù Ahmed Sékou Touré.