Ferdinando (III) de' Medici

Eus Wikipedia
Ur pennad Ferdinando de' Medici zo ivez.
Ar priñs-meur Ferdinando de' Medici
(Niccolò Cassani, 1690, Palez Pitti, Firenze)
Ardamezioù an Tiegezh Medici

Ferdinando de' Medici (9 a viz Eost 1663 - 31 a viz Here 1713) a oa ur priñs eus Toskana, mab henañ Cosimo III de' Medici, dug-meur Toskana, hag e bried Marguerite-Louise d'Orléans. A-wechoù e vez lavaret priñs-meur anezhañ netra nemet abalamour d'an dud all anvet eveltañ en tiegezh Medici.

War e lerc'h e oa ur c'hoar hag ur breur. E c'hoar, Anna Maria Luisa de' Medici (1667-1743) a voe dimezet en 1691 da Johan Wilhelm von Neuburg-Wittelsbach, Dilennour Pfalz, breur-kaer an impalaer Leopold Iañ an Impalaeriezh Santel, ha bugel ebet n'o doe. E vreur Gian Gastone de' Medici (1671-1737) a zimezas en 1697 d'ur gontez alaman intañvez, ha bugel ebet n'o doe ivez.

Dizemglev a oa etre e dud, ken e voent dispartiet en 1675. Evel e vamm e oa troet gant plijadurezhioù ar bed, an arzoù, ar sonerezh, ha soner e oa ivez. Gante dad avat, un den a relijion anezhañ, e oa fall an darempredoù.


En 1689, e timezas da Violante Beatrix von Bayern, ur c'hoar da zaofinez Bro-C'hall, ha merc'h da Priñs-dilenner Ferdinand-Marie ha da Henriette Adélaïde de Savoie. Bugel ebet n'o doe. Bambocher e oa Ferdinando. Tapout a reas an naplez e karnaval Venezia en 1696. Se eo a vije kaoz d'e follentez ha d'e varv en 1713, a-raok dezhañ gallout bezañ anvet da zug-meur Toskana.

War e lerc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En 1723 e varvas Cosimo III, ha Gian Gastone de' Medici a voe anvet da zug-meur.


Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (it) Harold Acton, Gli ultimi Medici, Torino 1963, (ISBN 88-06-59870-8)
  • M. De Saint-Prest, Mémoire touchant les différens droits que divers princes et autres pourroient prétendre sur les estats possédez par Cosme III, grand-duc de Toscane, au cas que luy, le prince son fils et l'électrice palatine sa fille mourussent sans enfant, e-barzh « Recueil des instructions données aux ambassadeurs de France. Volume XIX : Florence, Modène, Gênes." Gant Edouard Driault. Pariz : Félix Alcan, 1912.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]