Faoide

Eus Wikipedia
Enez Faoide, e bae Beanntraí

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Faoide, Whiddy Island e saozneg[1], zo un enezenn e kreisteiz Iwerzhon, war aod kontelezh Corcaigh, e bae Beanntraí.

War-dro 5,6 km hed ha 2,4 km led zo dezhi. En XIXvet kantved e oa meur a gant den o vevañ en enez, met bremañ n’eus mui nemet war-dro 20 annezad. Liammet eo Faoide ouzh an douar-bras gant ul linenn bigi a ya en-dro meur a wech bemdez.

Eno e oa bet diazezet, e-pad ur pennadig, soudarded eus aerlu Stadoù Unanet Amerika e-pad ar Brezel bed kentañ[2].
Un termenva eoullistri bras a voe savet e Faoide gant ar gompagnunezh Gulf Oil er bloavezhioù 1960. D’an 8 a viz Genver 1979 e voe un darzhadenn vras e-bourzh an eoullestr gall Bételgeuse a oa o tiskargañ tireoul eno ; 50 den a voe lazhet[3].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]