Félicité de Genlis

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Stéphanie Félicité du Crest de Saint-Aubin (1746-1830)
Poltred, gant Adélaïde Labille-Guiard (1790)
Madame de Genlis, ur pennadig a-raok he marv
He bez e bered ar Père-Lachaise

Félicité de Genlis pe Stéphanie Félicité du Crest de Saint-Aubin (1746-1830 Pariz), kontez Genlis ha markizez Sillery, a oa ur skrivagnerez c'hallek.

He buhez[kemmañ]

Ganet e oa e kastell Champcery, en Issy-l'Évêque d'an 21 a viz Genver 1746. He zad a oa kabiten en arme ar roue, ha markiz Saint-Aubin.

Markizez Saint-Aubin – mamm Félicité – a soñjas mont e-barzh saloñsoù arc'hanterien veur an amzer, ma sone he merc'h evel telennourez ha ma sachas evezh an dud c'halloudek-se. Gant he sonadegoù e teuas an delenn da vout diouzh ar c'hiz en-dro, ankouaet ma oa bet abaoe amzer an Azginivelezh. Peder gwech ar sizhun ez ae ar vamm hag ar verc'h da goaniañ ha Félicité da delennañ. Darn a gonte e veze paeet evit-se, un dizenor evit tud eus an noblañs. Koulskoude, hervez eñvorennoù markizez Créquy, e oa gaou kement-se:

Ur voereb he devoa, markizez Montesson[1]. Dre hanterouriezh honnezh eo e reas anaoudegezh Félicité gant Charles-Alexis Brûlart, kont Genlis, filhor ha pennhêr ur markiz hag a oa bet ministr uhel, Louis Philogène Brûlart de Sillery, markiz Puisieulx, koronal gant ar C'hreunaderien, hag a zeuas da vout markiz Sillery. Félicité a oa o klask ur gwaz pinvidik ha yac'h a gavas he zro.

Pell a-walc'h e vevas Félicité de Genlis evit gwelout ar bugel he devoa savet o tont da vezañ roue. War he lerc'h e laoskas eñvorennoù a voe brudet diwezhatoc'h ha levrioù a skouer vat evit ar yaouankiz.

Beziet e voe e bered ar Mont-Valérien d'ar 4 a viz Genver 1831. Da zeiz an obidoù e lavaras dean skol-veur lizhiri Pariz:

Pour honorer et célébrer dignement la mémoire de Mme de Genlis, ce seul mot doit suffire : son plus bel éloge est sur le trône de France ![2] (Evit enoriñ ha reiñ lid da eñvor an iron de genlis evel a zo dleet e vo trawalc'h gant ur ger: ar bravañ meuleudi dezhi a zo war dron Bro-C'hall.


Bugale[kemmañ]

Hec'h oberennoù[kemmañ]

Sed amañ darn eus ar 40 oberenn bennak savet ganti:

  • Adèle et Théodore ou lettres sur l’éducation contenant tous les principes relatifs à l’éducation des Princes, des jeunes personnes et des hommes, Paris, Lambert & F. J. Baudouin, 1782
  • Nouveaux contes moraux et nouvelles historiques, Paris, Maradan, 1806
  • Bélisaire, Paris, Maradan, 1808
  • Maison rustique pour servir à l’éducation de la jeunesse ou Retour en France d’une famille émigrée, Paris, Maradan, 1810
  • Histoire de Henri le Grand, Paris, Maradan, 1815, 2 tomes (436 p. et 411 p.)
  • Dictionnaire critique et raisonné des étiquettes de la Cour ou l’esprit des étiquettes et des usages anciens, Paris, E. Mongie, 1818
  • Les Parvenus, Paris, Ladvocat, 1819
  • Les Petits Émigrés, Ou Correspondance De Quelques Enfans : Ouvrage Fait Pour Servir À L’Éducation De La Jeunesse, Paris, Onfroy ; Berlin, Legarde, 1798
  • Mémoires de la marquise de Bonchamps, Paris, s.n., 1823
  • Mémoires inédits sur le dix-huitième siècle et la Révolution française, depuis 1756 jusqu’à nos jours, Paris, Ladvocat, 1825
  • Alphonsine ou la tendresse maternelle, Paris, Lecointe et Durey, 1825


Notennoù[kemmañ]

  1. Serc'h ha goude pried morganatek dug Orleañs, a voe tad da Philippe-Égalité
  2. Meneget gant Guy Antonetti, Op. cit., p. 640

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.