Evgeny Berzin

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
E. Berzin e Pariz-Teurgn 1997 gant ar roched Batik


Evgeny Berzin, ganet d'ar 6 a viz Even 1970 e Vyborg (Rusia), oa ur marc'hhouarner a vicher hag en deus gounezet Liege-Bastogne-Liege ha Tro Italia e 1994.

Goude bezañ stummet en URSS en deus gounezet Tro Breizh e 1992 ha marc'hhouarner a vicher en deus bet e 1993. Ar maout zo aet gantañ ar bloaz kentañ e miz Ebrel gant Liege-Bastogne-Liege hag e miz Mae gant Tro Italia. Pantani, Rominger ha dreist-holl Indurain en deus trec'het war hentoù italianed. Señset a oa Berzin mestroniañ ar bloavezhioù 1990 goude-se.

En eil plas en deus echuet Tro Italia e 1995 met dilezet en deus Tro Bro-C'hall e-pad un tennad menezek. E Dro Bro-C'hall wellañ en deus graet e 1996 pa en deus gwisket ar roched melen daou devezh en Alpoù hag en deus gounezet un tennad padventet gantañ. E roched melen en deus kollet enep Bjarne Riis. Eil a oa c'hoazh goude an Alpoù met diaes eo bet e Bireneoù. Ugentvet a oa Berzin e Pariz.

War washaat oa Berzin goude-se: dilezet en deus e-pad Tro Frañs 1997; c'hwitet en deus rekord an eur... E skipailhoù nevez n'o deus ket deuet a-benn da adlañsañ anezhañ hag a-raok Tro Italia 2000 en deus bet tapet evit drammaj. Evgeny Berzin a harz ar marc'hhouarn gant ar gudenn-se. Suspisionet oa bet ar Rusian dija e 1994 pa rede evit skipailh arvarus Gewiss.


Skipailhoù[kemmañ]

  • 1993. Mecair-Ballan
  • 1994. Gewiss-Ballan
  • 1995. Gewiss-Ballan
  • 1996. Gewiss-Playbus
  • 1997. Batik-Del Monte
  • 1998. La Française des jeux
  • 1999. Amica Chips-Costa de Almeria
  • 1999. Mobilvetta Design-Rossin
  • 2000. Mobilvetta Design-Formaggi Trentini