Estelada

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Fanals-Banc P1150941.JPG

An Estelada (eus estel, steredenn e katalaneg) eo banniel dizalc'hourien Katalonia hag ar Broioù Katalan. Savet eo gant Banniel Katalonia (anvet Senyera) mui un tric'horn ouzh gwint, gant ur steredenn pempbarrek ennañ. Dre vras eo glas an tric'horn ha gwenn ar steredenn, met gallout a reer gwelet ivez un tric'horn melen gant ur steredenn ruz (doare implijet gant tud muioc'h a-gleiz). Diazezet eo an dresadenn war Bonreizh Republik Katalonia (1928) a lavare e oa banniel ar vro melen gant peder bandenn ruz mui un tric'horn glas gant ur steredenn wenn. Diazezet e oa an dresadenn-se war banniel hengounel Katalonia, mui banniel Kuba.

Pennad kar[kemmañ]