Esquerra Catalana dels Treballadors

Eus Wikipedia

Esquerra Catalana dels Treballadors ("Tu-kleiz Katalanek al Labourerion") a oa ur strollad broadelour katalonek bet krouet e 1972 e Perpinyà e Katalonia an Norzh.

Liammoù en deveze gant ar Strollad Sokialour evit an Dieubidigezh Vroadel (PSAN, Partit Socialista d'Alliberament Nacional) ha da c'houde gant ar PSAN-P pe'n em disrannas ar strollad nevez-se dioutañ.

Embann a reas La Nova Falç ("Ar Falc'h Nevez").

Kensinañ a reas karta Brest

Mont a reas ar strollad da get e 1981 met kenderc'hel a reas meur a hini eus e izili e strolladoù all, evel da skouer Unitat Catalana (UC).

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]