Es Vedranell

Eus Wikipedia
Es Vedranell, e-kichen he c'hoar vras Es Vedrà.

Es Vedranell zo un enezennig didud er Mor Kreizdouar, 2 km diouzh aod mervent Eivissa, en inizi Balearez, dirak traezheg Cala d'Hort, ha stag ouzh kumun Sant Josep de sa Talaia.

128 m uhelder zo dezhi, e-skoaz Es Vedrà, an enezennig all en he c'hic'hen, a zo brasoc'h hag uheloc'h (382 m).