Emgann Algeciras (1801)

Eus Wikipedia
Ur pennad Emgann Algeciras zo ivez.
Emgann war vor etre Algeciras ha Gibraltar e 1801
(Taolenn gant Antoine-Léon Morel-Fatio, 1845)

Emgann Algeciras zo un emgann war vor hag a c'hoarvezas e miz Gouhere 1801 e Bae Gibraltar etre armeoù unanet Spagn ha Bro-C'hall en un tu ha morlu Breizh-Veur en tu all. Daou emgann a voe e gwirionez: ar c'hentañ d'an 13 a viz Mezheven, egile d'an 12 a viz Gouhere.

Mennet e oa Charles Linois, an eil amiral gall, da unaniñ ar morluioù gall ha spagnol en Cádiz en hañvezh 1801.

Kartenn eus Bae Gibraltar, war-dro 1750: 10 km zo etre kêr Algeciras (en tu kleiz) ha Gibraltar.