Emgann Abrittus

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Emgann Abrittus
TraDec 15V.jpg

Moneiz Decius, an impalaer roman lazhet e Abritus
Deiziad: 21 gouere 251
Lec'h: Razgrad, Bulgaria
Disoc'h: trec'h ar C'hoted
Emgannerien
Impalaeriezh roman Goted
Pennoù-brezel
Decius
Herennius Etruscus
Cniva
Niver a emgannerien
Dianav Dianav
Tud lazhet
Dianav Dianav

Emgann Abrittus, anvet ivez Emgann Forum Terebronii a c'hoarvezas e Scythia Minor da gentañ miz Gouere 251. An impalaer roman Decius hag e vab Herennius Etruscus a stourmas ouzh ar C'hoted hag o roue Cniva. Faezhet e voe ar Romaned, dreist holl peogwir n'en-doa ket ar jeneral Trebonianus Gallus argaset anezho en un doare argadus a-walc'h. An daou impalaer a voe lazhet.

Goude an emgann e sinas Trebonianus Gallus ur peoc'h gant ar c'hoted hag a aotre anezho da virout o freizhenn ha da vont en-dro da du arall an Danav. Grataat a reas ivez da baeiñ un truaj dezho pep bloaz.

Hervez an istorour Ammianus Marcellinus e oa emgann Abrittus una eus ar faezhidigezhioù roman gwashañ e varead gant Emgann Koadeg Teutoburg, aloudabegoù ar Marcomanni ha Emgann Andrinopl.

Gant T. Ivanov e 1969 ha 971 e oa dizoloet lec'h an emgann, e-kichen Razgrad, e Bulgaria.