Emgann Malplaquet
Emgann Malplaquet | |||
---|---|---|---|
La bataille de Malplaquet (aozer dianav) | |||
Deiziad | 11 a viz Gwengolo 1709 | ||
Lec'h | Malplaquet e Taisnières-sur-Hon, etre Mons ha Maubeuge | ||
Disoc'h | Trec'h strategel Bro-C'hall Trec'h taktikel ar gengevredidi | ||
Brezelekaerien | |||
| |||
Pennofiserien | |||
| |||
Nerzhioù | |||
80 000 soudard | 110 000 soudard | ||
Kolloù (Lazhet pe c'hloazet) | |||
6 000 (7,5 %) | ~22 500 (20,45 %) | ||
Kartenn an emgann | |||
50° 19' 11" N – 3° 50' 12" R | |||
Er biz : Ar Gevredidi • Er mervent : ar C'hallaoued |
Emgann Malplaquet zo un emgann d'an 11 a viz Gwengolo 1709, e kêriadennig Malplaquet, bremañ e kumun c'hall Taisnières-sur-Hon, tostik da gêr Mons, e Belgia, e-pad Brezel Hêrezh Spagn. Un arme aostrian hag izelvroat a oa renet gant ar jeneral saoz John Churchill, dug Marlborough, hag ar priñs Eugenio di Savoia, en em gannas ouzh un arme c'hall renet gant ar marichal Villars. Kilañ a reas ar C'hallaoued met koll a reas o enebourien kement a soudarded ma n'halljont ket aloubiñ Bro-C'hall.
Gwadek e voe an emgann, an hini spontusañ eus Brezel Hêrezh Spagn. An armeoù unanet a gollas etre 20 000 ha 25 000 den, ar C'hallaoued 6 000 bennak hepken. Gallout a reas bro-C'hall kenderc'hel ar stourm betek emgann Denain, ha marc'hata feur-emglev Utrecht e 1713.
Kan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar an emgann-se e voe savet ar c'han Malbrough s'en va-t-en guerre.