Elisabeth Augusta Lindenov

Eus Wikipedia
Elisabeth Augusta von Schleswig-Holstein (1623-1677)
He fried, Hans Lindenov.

Elisabeth Augusta von Schleswig-Holstein, pe Elisabeth Augusta Lindenov goude hec'h eured (28 Kerzu 16239 Eost 1677), a oa merc'h da Christian IV, roue Danmark, ha Kirsten Munk.

Desavet e voe, evel he breudeur ha c'hoarezed, gant he mamm-gozh Ellen Marsvin hag ar c'houarnerez Karen Sehested. E 1628-29 ez eas da lez Sveden da chom. E 1639 e voe dimezet da Hans Lindenov (marvet e 1659), hag ur verc'h o doe, Sophie Amalie Lindenov.

Brudet e oa da vezañ gros, karget a zle, dre ma oa ur c'hoarierez touet. N'en em gleve ket gant he c'hoar Leonora Christina Ulfeldt, ha ne roas skoazell ebet dezhi pa savas bec'h etre Leonora hag ar roue. Ne oa ket tost d'he breudeur ha c'hoarezed. Dalc'hmat e voe sammet a zle.