Ekumen

Eus Wikipedia

An Ekumen a zo ur c'hevread galaksiek faltazius meneget e meur a romant savet gant Ursula K. Le Guin. Tennañ a ra e anv eus ar gresianeg οἰκουμένη (ar bed annezet).

Ursula K. Le Guin a implij anezhañ da imbourc'hiñ temennoù kevredadouriel ha denonouriel. Derc'hel a ra an Ekumen un daouzek bennak a blanedennoù annezet gant tud. Poblekaet e oant bet milionoù a vloavezhioù'zo gant Hainiz - an dud orin - ha warno o deus graet taolioù-arnod genel (da skouer war Gethen, e The Left Hand of Darkness zo baskarined eus e e annezidi). En he romantoù e ra alies gant ar ger hilf (evit Highly Inteligent Life Form) da livañ annezidi orin ur blanedenn.

Diskaret e voe sevenadur Hain hag disoñjet e voe gant he zrevadennoù (an Douar en-o-zouez) e oa bet anezhañ. Danevelloù an Ekumen a zanevell penaoz e oa adaozet darempredoù etre ar bedoù denel. Diaesoc'h eget e darn vrasañ ar c'hevredigezhioù galaksiek faltazius eo peogwir n'eus tu ebet da vont buanoc'h eget ar goulou evit tud an Ekumen. Tout ar pezh o deus a zo an ansibl, un ardivink a ro tro dezho da gas kemennadennoù primoc'h vit tizh ar gouloù etre ar stered.

Roll al levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Romantoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Renket ez eo ar romantoù hervez kronologiezh diabarzh an heuliad, pas hervez deiziadur ag embannadur.

Danevelloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez renk an embannadur

  • Dowry of the Angyar (1964) - e The Wind's Twelve Quarters (1975) - Rokanan
  • Winter's King (1969) - e The Wind's Twelve Quarters (1975) - Gethen
  • Vaster Than Empires and More Slow (1971) - e The Wind's Twelve Quarters (1975) - World 4470
  • The Day Before the Revolution (1974) - e The Wind's Twelve Quarters (1975) - Urras
  • The Shobies' Story (1990) - e A Fisherman of the Inland Sea (1994) - Hain, Ve, M-60-340-nolo
  • Dancing to Ganam (1993) - e A Fisherman of the Inland Sea (1994) - Ganam (Tadkla)
  • Another Story or A Fisherman of the Inland Sea (1994) - e A Fisherman of the Inland Sea (1994) - O
  • The Matter of Seggri (1994) - e The Birthday of the World (2002) - Seggri
  • Unchosen Love (1994) - e The Birthday of the World (2002) - O
  • Solitude (1994) - e The Birthday of the World (2002) - Eleven-soro
  • Coming of Age in Karhide (1995) - e The Birthday of the World (2002) - Gethen
  • Mountain Ways (1996) - e The Birthday of the World (2002) - O
  • Old Music and the Slave Women (1999) - e The Birthday of the World (2002) - Yeowe-Werel

Planedennoù an Ekumen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalz planedennoù zo dalc'het gant an Ekumen ha muioc'h anezho a vez dizoloet a-blaen.

  • Aka - Ur bed a oa bet kemmet en un doare don e sevenadur. Emañ abaoe n'eus ket pell zo dindan levezon misionerien deuet eus an Douar. Gwasket e oa bet ar sevenadur hengounel gant ur stad aotrouniek a gas ar gevredigezh a-bezh war hent an araokadenn deknologel The Telling.
  • Athshe - Ur blanedenn goloet a goadegoù anvet "New Tahiti" gant tud an Douar. Poblet eo Athshe gant tud vihan ha blevek. Un drevadenn douarel a oa bet savet warni da zastum koad met distrujet e oa bet gant un emsavidigezh eus ar boblorinThe Word for World is Forest.
  • Gethen - anvet ivez "Winter". Ur blanedenn yen-kenañ, goloet gant skornegoù, hag annezet gant ur spesad speredek baskarin e The Left Hand of Darkness, Winter's King ha Coming of Age in Karhide.
  • Hain - Ar bed Kentañ, anvet ivez Davenant. Ar sevenadur koshañ en Ekumen hag andon darn vrasañ ar spesadoù speredek ennañ.
  • Rokanan - Anvet ivez "Bed Rocannon". An eil planedenn eus Fomalhaut, poblet eo gant tri spesad speredek Rocannon's World ha Dowry of the Angyar
  • Urras-Anarres - Ur reizhiad a ziv blanedenn (annezidi pep hini a sell ouzh eben evel ouz o loar) o kelc'htreiñ en-dro da Dau Ceti. Ar Cetiz, hag a vev war an div blanedenn, a zo blevek hag o deus un deknologiezh diorroet. Rannet eo Urras e kalz broioù gant meur a sistemoù politikel; Poblet eo Anarres gant an Odoniz, divelourien anezhe. The Dispossessed; Urras is also seen in The Day Before the Revolution.
  • Werel - Bed an Alterriz, hironed eus tud an Douar hag eus an dud orin, trede planedenn Gamma Draconis.
  • Yeowe-Werel - An trede hag ar pevare planedenn eus ur steredenn n'eo ket Gamma Daconis, hag a zo warno ur gevredigezh sklaver diazezet war ar ouenn (hag ar re zu an hini eo ar vistri).Four Ways to Forgiveness, Old Music and the Slave Women