Eko-saverezh

Eus Wikipedia
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 

Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

An diorroadur padus : An ti hag an ekologiezh

An diorroadur padus a zo er mare-mañ gant ul lañs, an dud a grog da vezañ emskiant eus pouez bras ar gudenn-se war an dazont. Komzet ‘vez eus al labour douar (bio/kimiek), eus peseurt energiezh a vo implijet evit ar c’hirri-tan (dreist-holl gant kresk priz ar barilh petrol), eus ar produadur a CO2 gant an industriezhioù… Kement-se evit sevel ur bed kempouez etre an denelezh, an natur, ar vevliested, al loened. Soñjoù a teu war wel a bep lec’h, menozioù kroget dija hag o vont war raok evel evit an tiez. Dre m’en deus pep den war an douar un ti (sañset), ez eo an ti ul lodenn bouezus da ziskoulmañ. E Bro-C’hall eo kozh an tiez. Dispign a reont leun a energiezh, savet e oant bet gant teknikoù kozh pe gant un difuiñ fall. Ar savadur a zo ar c’hentañ rann evit an dispign a energiezh er bro (42,5%). Dispignet e vez 30% muioc’h eget an Holandeed ha 2 wech muioc’h a dommerez eget Norvegiz. Ul lañs a zo gant an tiez izel o dispign energiezh, unan eus an abegoù o vezañ kresk priz an energiezhioù nann adnevezus, met ivez ar menozioù hag ar preder ekologel o tont e penn an dud. Meur a ziskoulm a zo, pe e vez digresket ar produadur a CO2 hag a energiezh pe e vez kavet teknikoù da gempouezañ ar c’holl-se pe strollañ an daou a zo gwelloc’h c’hoazh. A wechoù eo seurt tiez un abeg evit sevel tiez gant stummoù nevez, modern… Ne chom nemet d’ober an traoù, met penaos ?


Peseurt elfennoù (parametroù) kemmañ evit kaout un ti ekologel ?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez e peseurt bro pe rannvro e vever ne vez ket savet an tiez er memes doare, da geñver ar meteo da skouer (ar glav an heol, an temperadurioù bras, an avel…). Setu evit kemer e kont ar parametroù-se eo ganet an ti-saverezh da geñver an hin hag an endro (« construction bioclimatique »). Implij bezañs kondisionoù an hinoù, e lec’h gouzañv anezho. Ne vo ket ar memes mammennoù a vo implijet evit sevel an ti.

Da gentañ penn, evit seurt tiez, eo ret evezhiañ an torosennadur en dro evit gellout implij anezho ar muiañ posupl. Ar pal a zo durc’haat ar savadur ar gwellañ ma c’heller, evit kaout un ti sklêrijennet mat ha gant un dispign a dommerezh hag a energiezh izelaet. Evit-se e c’heller lakaat ar fasadenn d’ar Su, muioc’h a gouloù a vo e-pad a goañv hag ar gouloù a vo kentoc’h war ar fasadennoù d’ar C’hornôg, d’ar Reter ha war an doen e kerzh an hañv. Ret eo diwall memestra evit ma ne teufe ket an ti da vezañ un ti-gwer en hañv. Ne vo ket lakaat a prenester bras er Reter hag er C’hornôg ha lakaat voliji warno. Ar prenester war an doenn (doare Velux) a zo da ziwall outo ivez. Aozadur diabarzh an ti a zo d’ober da geñver ar parametroù-se, lakaet e vo kentoc’h al lec’hioù bevañ d’ar Su hag al lec’hioù e-giz ar gegin, ar c’harrdi d’an Norzh. Evel-just n’eo ket ret ober atav an holl cheñchamantoù, m’ho peus un ti gant ar mor d’an Norzh e c’heller lakaat prenester war an tu-se evit gellout profitañ outi. E gwir gant seurt savadurioù e tistroer gant doare an amzer dremenet da sevel, a-raok e klaske an dud sevel o zi da geñver torosennadur hag hin al lec’h, met kollet hon doa an doare-se d’ober ! Degas a ra an tiez ur aezamant evit bevañ hag ivez un espern a energiezh. Gant ar savadurioù ar gwellañ e vez tost 60% nebeutoc’h a dispign. Hiziv an deiz evit mont war raok war an dachenn-se eo bet ijinet meziantoù a sav ur raktres evit an ti, en ur implij titouroù emdroadur (gwez, amezeien, torosennadur…). Gant a meziant e vez savet ur plan o lavarout peseurt danvezioù a vo gwelloc’h implij. Kregiñ a ra tamm-ha-tamm da vont war-raok seurt savadurioù, dreist-holl abaoe lezenn 2004 a lavar e vo ret rannañ dre 4 ar produadur a gazoù efed ti-gwer a-benn 2050.

An difuiñ a zo ur parametr a bouez da renkañ ha d’ober war dro pa saver un ti. Ma ne vez ket mat emañ e vo kollet energiezh (25% eus ar c’holl energiezh en ti) hag e vo dispignoù brasoc’h. Met tu vo espern arc’hant hag energiezh ma vez graet mat. Meur a zoare a zo evit oberiañ gant ar gudenn, ar mogerioù hag an danvezioù implijet evit an disfuiñ. Ar parpaing a zo implijet-tre abaoe ar bloavezhioù 50, d’ar strad ez aio tamm-ha-tamm dre ma ‘z eo fall e perzh disfuiñ hag evit sevel anezhañ e produer leun a CO2. Goude an Eil Brezel bed eo bet implijet kalz hag abaoe ne oa ket cheñchet an traoù. Graet en deus berzh an tiez savet gant parpaing dre ma oant solut-tre (66% eus an tiez a zo savet war ar memes diazez e Bro-C’hall). Evit ma vefe un disfuiñ mat eo ret ouzhpennañ ur gwiskad (stoub gwer, polistiren…). Dre vras eo gleb an tiez gant parpaing ha betoñs, neuze e ranker tommañ muioc’h an ti hag ouzhpenn e tegas kleñvedoù ar glepoc’h. Setu e vez kalz ha perzhioù fall hag nebeut a re vat. Gellout a reomp neuze erlec’hiañ danvezioù all outo ! Gant pouez kenemglev Kyoto eo bet savet betoñsoù « glas » gant danvezioù a zispign nebeutoc’h a energiezh. Savet int bet diwar pri, maen-raz, raz, kanab, traezh… Ouzhpenn bezañ ekologel eo gwelloc’h an disfuiñ. Tu ’zo ober hep ar betoñs, ar brikennoù e douar poazet a zo un diskoulm vat. Ken solud eo eget ar parpaing hag ouzhpenn eo mat an disfuiñ, n’eo nemet un tammig keroc’h. Padal evit staliañ anezho eo ret goulenn gant tud ispisializet, ar pezh a zegas ur c’hresk eus ar priz. Ar brikenn « monomur » a zo ivez un doare nevez ijinet. Toulligoù a zo e-barzh ar brikenn a zalc’h an aer, n’ ez eus ket ezhomm eus lakaat un danvez-disfuiñ. Ur c’houst ouzhpenn a zo etre 8 000 ha 10 000 € evit un ti etre 120 ha 140 m2. Evit ober hep an daou ziskoulm a-us e c’heller implij ar c’hoad. E Skandinavia hag e S.U.A e vez 9 ti war 10 savet e koad. Meur a berzhioù mat a zo gantañ evit an tiez padus, un dafar adnevezus eo (ma vez adplantet gwez da c’houde), kargañ a ra CO2 e lec’h produiñ. Ar c’hoad en deus un disfuiñ kalz efedusoc’h eget ar betoñs. Evit sevel un ti e vez graet ur gounid ivez : skañv eo ar c’hoad ha buan e c’hell bezañ savet. Arabat soñjal e devfe gwelloc’h un ti e koad eget a re all, reiñ a ra amzer ouzhpenn d’an dud evit mont kuit eus an ti dre ma n’en em zistumm ket gant an tommder. Evit ar poent eo war dro 5% pe 10% keroc’h, met digreskiñ a ra ar prizioù gant ar berzh o kreskiñ evit an danvez-se.

Kollet e vez energiezh un tamm e pep lec’h en ti (toen, prenester, leur…), setu eo ret kavout diskoulmoù d’ar gudenn, en ur leuskel un tamm aer da zont tre memes tra. An diflach a zo un elfenn pouezus en tiez gant tud enni e-pad pell (ket an tiez vakañsoù, ar skolioù…) evit derc’hel an tommder pe an temperadur klouar. Tu ‘zo evit-se lakaat ur plañchod e betoñs ha ket e koad. Evit un disfuiñ mat eo ret ober al labourioù en diavaez ha ket e Bro-C’hall en diabarzh. Gwir eo ne vez ket kemmet braventez an ti gant an eil doare met ne vez ket an efedusañ hag ouzhpenn e vez nebeutoc’h a diflach. Kalz efedusoc’h eo al labourioù war an diavaez, gwareziñ a ra ivez diouzh ar skorn, ar glav, an heol… Koustusoc’h eo al labourioù en diavaez eget en diabarzh, ezhomm ‘zo ivez un den a vicher evit en ober. An aer a zo mat evit an disfuiñ, klogorennoù aer a zo en danvezioù e-giz ar stoub gwer pe ar polistiren. Ken efedus eo 10 cm eus an danvezioù-se eget ur voger a 5 m ledander. Hiziv e vez danvezioù ekologeloc’h evel ar plouz pe ar pluennoù, met n’int ket sur a-walc’h evit c’hoazh. Raktresoù all a zo c’hoazh er stad a daol-arnod. Komz a reer eus ar mogerioù met ar prenester a zo pouezus ivez. Unan boaz n’he deus nemet ar perzh da enebiñ ouzh an aer. Padal un doubl-gwerennad a 2,4 cm tevder a zo ken efedus hag ur moger 70 cm tevder. Bremañ e vez ivez ar prenester gant ur gwiskad tanav a za diwar wel gant un taol tredan izel, mat a-enep an heol en hañv evit ma vefe nebeutoc’h a gouloù hag a dommder en ti.

Evit ma c’hellfer kaout eskemmoù aer etre an diabarzh hag an diavaez memestra hep koll energiezh eo bet ijinet ar VMC « double flux ». Koust a ra war dro 2000 € memestra. Ar « puit canadien » a zo ivez, an aer a lakaer da dommañ en ur dremen dre an douar, ar c’houst a zo muioc’h eget 1700 € ; Petra dibab ?, hervez pelec’h e vever eo ret ober an dibab.


Gant an teknologiezhioù nevez e kaver bremañ doareoù evit dispign nebeutoc’h a energiezh. Tu zo da verañ un ti en he bezh adalek ur voestig ouzh ur voger. Liammet eo ar mekanik-se gant taperien en ti (ar sklêrijennadur, an tommder…), aozet e vez neuze an traoù hervez an ezhommoù en un doare speredek. Da skouer e c’heller dibab temperadur pep pezh distag diouzh ar re all pe c’hoazh urzhiañ lazhañ an dommerez ma vez digor ur prenestr. Gant ar mont endro-se e c’hellfer espern betek 20% energiezh. Evit ma chomfe emskiant an dud e vefe staliet ur skramm o tiskouez peseurt benveg a ra peseurt dispign hag heuliañ ivez ar pezh o do da baeañ. Gellout a raint neuze merañ gwelloc’h an implijoù a reont. Doareoù bravoc’h da skeudenniñ an dispignoù o vezañ ur gouloù gant summ ur vleunien o tigeriñ pa vez izel an dispign pe c’hoazh un orjalenn gant ur sklêrijennadur ha gresk gant an dispign. Ma ne gaver ket kalz anezho c’hoazh n’eo ket da geñver o priz, met kentoc’h dre ma ‘z int yaouank (nebeutoc’h eget 10 bloaz). Ijinet eo bet doareoù nevez da eskemm an titouroù (ar Zigbee pe ar Z-wave). Kevezerezh a zo neuze etrezo, ar pezh a strafuilh ar prenerien en o zibaboù ivez. Met mont a ra war-raok, aotreet en deus Europa ar raktres Homes e Bro-C’hall, gant ar pal kas an traoù pelloc’h hag eeunaat an doare ober (nebeutoc’h a implij a energiezh, staliañ aesoc’h ar sistem…) ha traoù all c’hoazh.

Evit produiñ nebeutoc’h a CO2 eo bet kavet mammennoù nevez a energiezh adnevezus. Dre ma chom ker staliañ ar binviji eo ret evel-just digreskiñ de gentañ an dispignoù, evit kaout nebeutoc’h anezho da staliañ. En ur adwerzhañ an tredan produet da EDF e c’heller gounid arc’hant, prenañ a reont 6 gwech keroc’h an tredan adnevezus eget na verzont anezhañ.

Ar panelloù tredan. Dizoloet e 1839 gant Antoine Becquerel ha displeget gant Einstein e 1905. E 1954 eo bet krouet ar c’hentañ panell gant ar Bell Labs, e silisiom. Abaoe eo aet an traoù war-raok, ar fonn a zo bet kresket eus 1 da 17% evit a re gwellañ. El labourvaoù e za betek 40% zoken. Kresket en defe marc’had ar panelloù e Bro-C’hall eus 122% etre 2005 ha 2006. Gwir eo hon eus dale, e 2006 e oa ar geidenn a 0,52 W dre den pa oa 37,16 W en Alamagn. Ul lañs a zo dre ma vez roet ur priz mat gant EDF (Electricité De France) evit adprenañ an tredan. Dre ma ne bado ket disfin, emañ ar skiantourien o klask digreskiñ ar prizioù, a-benn un dek bloaz bennak e vo prest.

Ar panelloù dour tomm. Kavout a reer anezho dindan stumm ur panell war an doennoù, enno e vez tuellennoù du gant dour e-barzh a domm. An tuellennoù a za en ul lec’h gant dour yen. Tommet e vez an dour-se hag implijet da c’houde. Koustus e chom, 3800 € evit ur volotenn a 200L. Ar soñj a zo da adimplij ar priñsip-se evit sevel mekanikoù da yenaat, doare « clim ».

An tourioù avel. Lakaat a ra an avel da dreiñ an eskell ha neuze e tro un dynamo a brodu an tredan ha vez lakaet da c’hode e-barzh podoù-tredan, raok bezañ implijet. Ar prizioù kentañ a zo war-dro 15 000 €, produiñ a ra peadra evit ur familh a bevar den. Distabil-tre e vez ar produadur da geñver ar meteo hag al lec’h.Ret eo ivez heuliañ lezennoù strizh. Ne vez ket roet ur prizh mat gant EDF evit an tredan. Diaes eo ivez staliañ anezho, leun a paperioù d’ober hag aotreoù da gaout. Evit ar poent n’eo ket an doare ar gwellañ, met dont a ra tamm-ha-tamm : kresket e vo priz an adprenadenn hag aesaet e vo staliañ anezho e kêr.

Gwrez an douar, ar « pompe à chaleur ». Ledan eo an dachenn evit ar mammenn-se. Ar priñsip a zo tapout energiezh er maez eus an ti hag he resteurel en diabarzh. Gant un duellenn leun a « réfrigérant » e vez tapet an tommder. Tu zo lakaat an tuellenn e donder an douar, pe dindan gorre an douar, pe c’hoazh e splujañ en ur ster dindan an douar. Efedus eo an doare-se d’en em dommañ, diskenn a ra ivez ar fakturenn a energiezh da baeañ.

Implijet e vez 150m3 dour bep bloaz gant bep tiegez. Ne baouez ket priz an dour da greskiñ. Dastum ar glav a c’hellfe dont da vezañ ur boaz gant an dud. N’eo ket un huñvre, graet e vez dija el lec’hioù ma ne vez ket a zour. Liammet e vez toenn an ti ouzh ur gibenn a zalc’h an dour. Adkaset e vez an dour en ti pa vez ezhomm, betek ar privezioù da skouer. Ment ar gibenn a vez jedet da geñver gorread an doenn hag ar c’hementad a glav o kouezhañ bep bloaz. Evit ur gibenn a 1000L e vefe da zispign etre 50 ha 500 €, met gounit a reer un dle tailhoù a 25% eus priz ar benveg. E Roazhon, da skouer, e c’hellfer gant un doenn a 80 m2 espern 30% eus implij ur familh. Hervez ar vicherourien e c’hellfer gounid etre 40% ha 90% eus an dispignoù graet gant an implij dour. Chom a ra ker memes tra staliañ an holl dafar evit implij an dour en ti (gant 8 000 € e c’heller kas dour d’ar privezioù, d’ar mekanik da walc’hiñ an dilhad ha d’ar strinkadenn).

Tri strollad evit an implij a energiezh en ti :[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tu ‘zo deomp rannañ e teir rummad an tiez ekologel da geñver an dispign hag ar produadur a energiezh a reont. Ma vefe an tiez o tispign nebeut ar c’hammed kentañ ? Ar rann gentañ a zo an tiez a zispign nebeut a energiezh. An eil a zo ar rummad gant tiez e lec’h ma vez nul ar bilañs produiñ energiezh hag implij, produet e vez peadra da geñver ezhommoù an ti. Ar rummad ziwezhañ a zo an hini gant tiez o produiñ muioc’h a energiezh eget ma zispignont ! Evit ar poent ne grog nemetken ar menoz-se e penn an dud. Ur perzh mat-tre e vefe evit an dud, an embregerezhioù pe c’hoazh ar stadoù, ne vefe kudenn pourveziñ ebet ken hag ar produadur CO2 a vefe tost nul. Hiziv en deiz e kaver 10 000 anezho en Europa. Evit tizhout ar pal e c’heller implij war ur memes ti meur a mammennoù adnevezus (heol, avel, geotermiezh…). Evit ar poent eo ker seurt tiez da sevel, en Alamagn da skouer eo bet digresket ar prizioù de ma o kresket ar produadur. An energiezh ouzhpenn a c’heller gwerzhañ ha marteze e vo tu implij anezhi evit ar c’hirri-tan pe traoù all en dazont. Hervez ar raktresoù hag ar statistikoù e vo a-benn nebeut muioc’h mui a tiez d’eus an doare-se, ur jestr brav int evit an endro ouzhpenn !


An tiez savet dija hag ar raktresoù nevez o tont[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

♦ BedZed a zo bet krouet gant ur strollad arkitektourien Bill Dunster (un embregerezh saoz a dalvez Beddington Zero Energy (fossil) Development ) staliet e Londrez. O pal a zo bihanaat ar roud ekologel (“empreinte ecologique”) en ur sevel tier gouest da espern o energiezh ha gouest da vezañ emren gant o ezhommoù. • Implijout a reont prenestri doubl-gwerennad (er su) hag tripl (evit an norzh). Difuet ’vez ar mogerioù gant 3 gwiskad disheñvel 50 cm anezhi (betoñs, gloan gwer ha brikenn); ha dre-se e chom an dommder e-barzh ar savadur e-pad ar goañv, hag e-pad ar hañv e chom freskoc’h an diabarzh. Hented ‘vez ivez an tier war-zu ar su, hag a-drugarez ar bae-gwer, e vez tommet muioc’h an ti. Esperniet e vez gant an tier-se 88% a dommerezh e-keñver ranndioù all. Evit ur savadur gant 100 ranndi enni, staliet e vez un dommerezh hag a za war-dro gant restajoù koad (brankoù, tammoù souchenn, drailhajoù…). Servij a ra ivez evit an dour tomm hag an tredan. • Lakaet o deus e plas ivez seurt siminaloù-gwenter (gwelet e vezont war ar poltred, liesliv int) a-benn aeraat diabarzh an ti, evit kempouezañ ar fed e vefe difuet mat-tre (klañvus evit ar yec’hed) ; e-pad ar goañv e vez tommet an aer diavaez a-raok erruout, hag e-pad an hañv, freskaet eo an aer diavaez gant an hini diabarzh o vont kuit. • Evel pep ti ekologel hiziv an deiz, BedZed en deus staliet panelloù-heol (777m²) ; a-benn kargañ podoù-tredan an otoioù-tredan: evit an dud perc’henn war ur c’harr digoust eo ar plas parking hag an energiezh. Tu ‘zo ivez feurmiñ ur gwetur-tredan ; ur splet evit ar re na implijont ket bemdez, ne dalvez ket ken ar boan da brenañ un oto ► digresket e vez produadur ar gazoù. • Daspugnet e vez ivez an dour-glav : servijout a ra evit dourañ ar jardinoù hag evit ar privezioù. Ur wech implijet, adtapet ’vez hag traet e vez gant mikroboù puraer, ha distreiñ a ra en toull-kuzh. ♦ Huñvre arkitektourien Bill Dunster a vefe sevel un tour stumm ur bleuñv ganti : gweloc’h eo sevel e uhelder e kêrioù modern, gant ranndioù ha burevioù er memes koulz ; gant ar pal da zigreskiñ implij ar weturioù, an amzer kollet hag ar saotradur. Gant ar stumm, e vefe tu liesaat ar prenestri, evit profitañ deus ar gouloù hag an heol (a-benn esperniañ tredan ha tommerez). Evel evit BedZed, difuet e vefe mat-tre an tour-se, panelloù-heol war an doenn hag un dommerezh-koad evit tommañ. E-kreiz an tour, eoliennoù a vefe staliet ivez evit produiñ energiezh.


An eko-karterioù, petra ouzhpenn d’an tiez o-unan ?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

♦ Bevañ en ur savadur ekologel, mat eo. Met bevañ en ur digreskiñ ar saotradur, gwelloc’h c’hoazh. Ar gêr padus na c’hell ket bezañ diazezet diwar tier diamen un tamm pep lec’h ; ret e vefe er c’hontrol bezañ stank. Ret e vefe kaout stankter ur gêr gant ar padusted hep tennañ perzhioù ar vuhez bemdeziek. Setu perak e vez kroget da sevel « eko-karterioù » : ur c’harter a c’hell kaout an 3 “E” eus an diorroadur padus (“exigences de l’environnement, de l’économie et de l’éthique sociale”), energiezhioù da adnevesaat, lec’hioù gwer… Pal ar raktres-mañ a vefe krouiñ leun a c’harterioù oc’h en em meskañ kenetrezo, er fin, evit sevel ur c’heoded a-bezh diazezet war an diorroadur padus. • Dre an « urban sprawl » a-vro Amerika, ganet eo ar c’harterioù pavilhon hag a ziskouez enebadur an dud evit ar c’hemmeskadur sokial (sindrom « NIMBY » ► Not In My Back Yard – ket en va jardin), ar pezh a lak ar saverien da adstummañ an dachennadoù. Ar priñsip a oa sevel an hentoù, ha goude an tier tro-dro: an eko-karterioù a eilpenn anezhañ; savet ‘vez da gentañ ar savadurioù ha goude an hentoù, a-benn hentañ speredekoc’h (war-zu ar su, e-keñver an dourioù…).

• Un eko-karter a vefe ul lec’h liesimplij : roudennoù marc’h-houarn, tramgirri, tier bihan ha prevez gant jardinoù, tachennoù gwer e pep lec’h (parkoù…), burevioù ha lec’hioù ‘vit labourat, kreizennoù koñvers, sokial ha sevenadur. Ne vefe ket ezhomm mont er maez evit en em zudiañ pe labourat. ♦ Bez ez eus doareoù karter ekolo disheñvel : ar « proto-karter » , ar « c’harter prototip » hag ar « c’harter tip ». Ar re gentañ, evel BedZed, e su Londrez, pe Vauban e Fribourg a zo savet gant ar stourmerien eus ar c’hentañ. An eil doare, ar c’harterioù prototip a zo kentoc’h evit an dud aesaet, efedus met keroc’h. Hag ar c’harterioù tip, tostoc’h eus ar gêr padus gall.

• Ar gudenn eo e koust un eko-karter deus 13% da 17% keroc’h eo ar priz eget an tier hengounel, setu perak eo diaes da dud ’zo da brenañ anezho. Met kendalc’h da sevel tier evel bremañ a chomo ker, ha ma vefe graet eko-karterioù a lakfe ar prizioù da ziskenn, goude un amzer.

• PENAOS lakaat an eko-karterioù da gaout ur vrud brasoc’h? ► Ur rennadur cheñchet hag aesaet eus ar c’herzhed e kêr. Lakaet ’vez 5 bloaz da sevel un ti, 10 evit ur ZAC ha 15 evit ur c’harter a-bez. Emgav e 2015-2020 evit kaout ar bilañs ! Patrom:Portail

*