Edicions Bromera

Eus Wikipedia
Logo an Edicions Bromera

An Edicions Bromera zo un ti-embann katalanek, diazezet en Alzira, gant Josep Gregori[1] e miz Genver 1986[2]. Kentañ taol-berzh an embanner a voe graet gant ur romant evit ar yaouankiz L'últim roder, diwar bluenn Josep Franco.

Deuet eo Bromera da vezañ brasañ ti-embann ar Pais Valencia. Ur mil titl bennak zo er c'hatalog, darn skrivet war-eeun e katalaneg València, darn troet – e-barzh un 30 dastumad, lennegezh vugale ha levrioù evit tud bras, barzhoniezh koulz ha romantoù pe c'hoariva.


Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. La Vanguardia, 4 Gouhere 2011, "Bromera fa 25 anys"
  2. Bromera celebra el seu 25 aniversari amb l'edició revisada de la seua primera novel·la