Dmitriy Chostakovitch

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Dmitriy Dmitriyevitch Chostakovitch (ruseg: Дмитрий Дмитриевич Шостакович) (bet ganet d'ar 25 a viz Gwengolo 1906 e Sankt-Peterbourg, marvet d'an 9 a viz Eost 1975 e Moskov) a zo ur sonaozour rusian.

Buhez[kemmañ]

Dmitri Chostakovitch.

Goude bezañ bet desket ar piano gant e vamm, sonerez a vicher, e lakaas Dmitri Chostakovitch e anv e skol sonerezh Petrograd e 1919, e lec'h ma peurzeskas ar piano gant Leonid Nikolaiev hag ar sonaozañ gant Maximilien Steinberg. Diskouezet abred e varregezhioù gantañ e skrivas e oberenn gentañ evit ar piano d'an oad a 14 vloaz. D'an oad a 20 vloaz, e 1926, e sinas e sonadenn gentañ hag e siñfonienn gentañ ivez a reas berzh raktal er bed a-bezh.

E 1927 ec'h urzhias gouarnamant soviedel e eil siñfonienn digantañ a-benn lidañ deiz-ha-bloaz Dispac'h Rusia. D'ar memes bloaz e voe enoret gant un diplom da geñver kenstrivadeg etrevroadel ar piano e Varsovia.

A bep eil tro azeulet pe grozet e krogas Dmitri Chostakovitch gant ur respet arvarus, taget ken e oa gant ar gomunourien, diskuliet meur a wech evit e reizh pe e zireizh. E opera "ar fri", da skouer, savet diwar levr Nikolaz Gogol e 1930, a reas brud forzh pegement e-touez ar bobl a-raok bezañ pismiget ha berzet abalamour d'e zoare bourc'hiz ha disherit.

E 1934 e eil opera bremael, "Lady Macbeth eus Mtsensk" a reas berzh bras ivez, en Unaniezh Soviedel koulz hag er broioù all. Koulskoude, goude un abadenn e Moskov, daoust ma oa Stalin e-touez an arvesterien, e voe embannet ur pennad-skrid e 1936 er Pravda, titlet anezhañ "An dizurzh o kemer plas ar sonerezh" ha kondaonet ennañ e labour. Harzet e voe an abadennoù hag embannet e voe e oa Chostakovitch "enebour ar bopl".

Rediet e voe Dmitri Chostakovitch da ziskrogiñ eta. Skrivañ a reas e siñfoniennoù niv 5 (1937), niv 6 (1939), niv 7 - Leningrad- (1942), degemeret mat gant ar Parti. Dizuet e 1941 e voe anvet kelenner e skol sonerezh Leningrad hag e resevas Priz Stalin evit e "bempad gant ur piano". E 1948 avat e voe skarzet gant Jdanovism hollc'halloudus. Kollet e voe gantañ e labour kelenner betek 1961. E vab Maxim memes a zleas e gondaoniñ dirak an holl.

Resev a reas Priz Etrebroadel ar Peoc'h koulskoude e 1953.

Rehabilitet en-dro e 1958 (e-pad an distalinañ), Dmitri Chostakovitch a voe ar sonaozer kentañ a resevas, e 1966, titl "Haroz al Labour".

Mervel a reas d'an 9 a viz Eost 1975, goude meur a arsav kalon.

Oberennoù[kemmañ]

Siñfoniennoù[kemmañ]

  • Siñfonienn niv. 1 e fa bihan opus 10, evit laz-seniñ (1924-1925) 33'
  • Siñfonienn niv. 2 e si bras « Here » opus 14, evit laz-seniñ ha laz-kanañ 20'
  • Siñfonienn niv. 3 e mi bouc'h, « Ar c'hentañ a viz Mae » opus 20, evit laz-seniñ ha laz-kanañ 25'
  • Siñfonienn niv. 4 e Ut bihan opus 43, evit laz-seniñ (1934-1936) 60'
  • Siñfonienn niv. 5 e re bihan opus 47, evit laz-seniñ
  • Siñfonienn niv. 6 e si bihan opus 54, evit laz-seniñ (1939) 30'
  • Siñfonienn niv. 7 e Ut bras « Leningrad » opus 60, evit laz-seniñ 72'
  • Siñfonienn niv. 8 e Ut bihan opus 65, evit laz-seniñ 62'
  • Siñfonienn niv. 9 en mi bouc'h opus 70, evit laz-seniñ 25'
  • Siñfonienn niv. 10 e mi bihan opus 93, evit laz-seniñ 50'
  • Siñfonienn niv. 11 e sol bihan « Ar bloavezh 1905 » opus 103, evit laz-seniñ (1956-1957) 65'
  • Siñfonienn niv. 12 e re bihan « 1917 » opus 112, evit laz-seniñ (1960-1961) 40'
  • Siñfonienn niv. 13 e si bouc'h bihan « Babiï Yar » opus 113, evit boudenn kanus war e unan, laz-kanañ boudennoù kanus ha laz-seniñ (1961-1962) 60'
  • Siñfonienn niv. 14 opus 135, evit soprano, boudenn kanus, laz-seniñ dre gerdin ha toserezh 46'
  • Siñfonienn niv. 15 en la bras opus 141, evit laz-seniñ 45'

Kergerzadoù (Concerti)[kemmañ]

Piano[kemmañ]

  • Concerto niv.1 e Ut bihan opus 35, evit piano, laz-seniñ dre gerdin ha trompilh (1933) 21'
  • Concerto evit piano niv.2 e fa bras opus 102, evit piano ha laz-seniñ (1957) 18'
  • Concertino e la bihan opus 94, evit daou biano 8'

Violoñs[kemmañ]

  • Concerto evit violoñs niv.1 e la bihan opus 77 (1947-1948) 36'
  • Concerto evit violoñs niv.2 e Ut diez bihan opus 129 (1967) 29'

Gaolvioloñs (Violoñsell)[kemmañ]

  • Concerto evit violoñsell niv.1 en mi bouc'h opus 107, evit violoñsell ha laz-seniñ (1959) 29'
  • Concerto evit violoñsell niv.2 en sol bihan opus 126, evit violoñsell ha laz-seniñ (1966) 33'

Sonerezh kambr[kemmañ]

Pevaradoù[kemmañ]

  • Daou bezh, evit pevarad dre gerdin (1931) 8'
  • Pevarad niv.1 e Ut bras opus 49 15'
  • Pevarad niv.2 e la bras opus 68 32'
  • Pevarad niv.3 e fa bras opus 73 33'
  • Pevarad niv.4 e re bras opus 83 22'
  • Pevarad niv.5 e si bouc'h bras opus 92 30'
  • Pevarad niv.6 e sol bras opus 101 25'
  • Pevarad niv.7 e fa diez bihan opus 108 12'
  • Pevarad niv.8 e Ut bihan opus 110 19'
  • Pevarad niv.9 e mi bouc'h opus 117 26'
  • Pevarad niv.10 e la bouc'h opus 118 22'
  • Pevarad niv.11 e fa bihan opus 122 15'
  • Pevarad niv.12 e re bouc'h opus 133 27'
  • Pevarad niv.13 e si bouc'h bihan opus 138
  • Pevarad niv.14 e fa diez bras opus 142 27'
  • Pevarad niv.15 e mi bouc'h bihan opus 144 37'

Sonadennnoù[kemmañ]

  • Sonadenn niv. 1 opus 12, evit piano 14'
  • Sonadenn e re bihan opus 40, evit violoñsell ha piano 28'
  • Sonadenn evit piano niv.2 e si bihan opus 61 25'
  • Sonadenn opus 134, evit violoñs ha piano sonadeg 31'
  • Sonadenn opus 147, evit arvoud (alto) ha piano sonadeg 29'

Gwelet ivez[kemmañ]