Distrig kevredadel
Un distrig kevredadel zo ur rann eus ur vro gevredadel. Rannet e vez ar broioù kevredadel pe etre stadoù kevredet (evel Alamagn pe SUA) pe etre proviñsoù (evel Arc'hantina) hag a-wechoù e vez un distrig kevredadel ouzhpenn, ha hennezh n'eo ket ur stad pe ur broviñs emren evel ar re all, peogwir eo stag ouzh ar gouarnamant kreiz.
Taolenn |
Stadoù-Unanet [kemmañ]
Emañ sez gouarnamant kevredadel amerikan en un distrig kevredadel anvet Distrig Columbia (District of Columbia, e saozneg). En tu all da se ez eus meur a seurt distrig kevredadel all dindan gouarnamant SUA ha n'int ket stag ouzh bezañs ur gêrbenn :
- Ar reizhiad lezioù-barn kevredadel a rann pep Stad, mui distrigoù Columbia ha Puerto Rico, e meur a zistrig kevredadel justis. Kavout a reer enne pep a lez-varn distrig eus ar Stadoù-Unanet hag a lez eus ar Stadoù-Unanet evit ar freuzioù-stal.
- Bank Kreiz ar Stadoù-Unanet, ar mirlec'h kevredadel, zo anezhañ daouzek bank er vro a-bezh; pep hini eus ar bankoù-se a ra war-dro un distrig eus ar mirlec'h kevedadel.
Malaysia [kemmañ]
E Malaysia e vez implijet an anv "tiriegezh kevredadel" (Malayeg : Wilayah Persekutuan) evit an teir rannvro lakaet war-eeun dindan renerezh ar gouarnamant kevredadel : Kuala Lumpur (kêrbenn ar Stad), Putrajaya (kreizenn velestradurel ar gouarnamant kevredadel) hag Enez Labuan (kreizenn arc'hanterezh offshore etrebroadel).
Amerika ar C'hreisteiz [kemmañ]
Pa gomzer eus distrig kevredadel (Distrito Federal) e spagnoleg ha portugaleg) e vez anv
- pe eus distrig kevredadel Arc'hantina (hiziv kêr emren Buenos Aires)
- pe eus distrig kevredadel Brazil
- pe eus distrig kevredadel Mec'hiko
- pe eus distrig kevredadel Venezuela
N'eus nemet unan e pep bro.
Liammoù diavaez [kemmañ]
- Distrito federal Arc'hantina: ar bajenn-mañ