Derc'henn (planedenn)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Derc'henn ur blanedenn eo al lodenn greiz anezhi, e stumm un damsferenn en he c'halon. Gant houarn kazi glan eo graet hini an Douar. Seblantout a ra bezañ un dolzenn fetis a-walc'h e-kreiz ur voul graet gant roc'helloù liñvel nemet an derc'henn.

Terrestial Planets internal en.jpg

N'eo ket aes diskoachañ gant petra eo graet derc'hennoù ar planedennoù. Lod anezho n'o deus hini ebet marteze p'eo solut-plaen o diabarzh evel m'eo hini al Loar, da skouer pe, er c'hontrol p'eo liñvel o diabarzh evel hini Yaou hag hemañ graet gant aezhennoù evit al lodenn vrasañ.
Koulskoude n'eus nemet evit an Douar hag al Loar eo posupl ober gant mentadurioù krendouarel hag bezañ asur a-walc'h.

Dre studiañ park magnetek an Douar e c'heller diskoachañ traoù a-bouez. Soñjal a reer e teu ar park magnetek eus redoù tredan e lodenn diavaez an derc'henn, hemañ graet gant metal teuzet p'eo an derc'henn diabarzh graet gant houarn solut ha fetis ken e vez krouet gant troiadur al lodenn liñvel un efed "dynamo" .
Er c'hontrol n'eus nemet ur park magnetek gwan war ar blanedenn Veurzh. Marteze eo solut derc'henn Meurzh hiziv p'eo bet liñvel gwechall. Ne c'heller ket displegañ n'eus ket a bark magnetek war Gwener, nemet gant martezeadennoù war un tizh re zister pe war un derc'henn liñvel holl.