Denis Menchov

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Menshov.jpg

Denis Menchov a zo ur marc'hhouarner rusian ganet d'ar 25 a viz Genver [[1978]) en Oryol (Rusia). Goude bezañ bet stummet en e vro gant skipailh CSKA Samara eo aet Menchov da Spagn evit dont da vezañ marc'hhouarner a-vicher evit Banesto. Gantañ en deus diskouezet ar Rusian e oa barrek d'ober disoc'hoù mat-kenañ war ar redadegoù a-dennadoù en ur c'hounit Tour de l'Avenir 2001 pe ar roched wenn war hentoù Tro Frañs 2003. E 2005 e sine evit Rabobank evit erlec'hiañ Levi Leipheimer e penn ar skipailh izelvroat. Dindan ar roched orañjez eo aet ar maout gant Menchov div wech e Tro Spagn (2005 ha 2007) hag ur wech e Tro Italia, e 2009 evit kant vloaz ar redadeg. Daou bodiom en deus graet ivez war Tro Frañs (3e e 2008 ha 2010).


[kemmañ] Skipailhoù

  • 2000. Banesto
  • 2001-2003. iBanesto.com
  • 2004. Illes Balears-Banesto
  • 2005-2010. Rabobank
  • 2011. Geox-TMC

[kemmañ] Loreadeg

Tro Frañs

Jersey white.svg Renkadur ar re yaouank (2003)
1 tennad

Tro Spagn

Jersey gold.svg Renkadur hollek (2005, 2007)
Jersey red.svg Renkadur ar menez (2007)
Jersey white.svg Renkadur steuet (2005, 2007)
4 zennad

Tro Italia

Jersey pink.svg Renkadur hollek (2009)
2 dennad

Jersey yellow.svg Tour de l'Avenir (2001)
Jersey yellow.svg Tro Euskal Herria (2004)
Jersey yellow.svg Tro Murcia (2009)

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all