Deiziadur koptek

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An Deiziadur koptek, anvet ivez « Deiziadur ar verzherien », a oa an deiziadur implijet gant ar bobl kopt en Henamzer. Dont a ra eus deiziadur Henegipt met n'eo ket diazezet ken war kelc'hiadoù al Loar ha degaset ez eus bet adreizhadennoù dezhañ evit ar bloavezhioù bizeost.

Mont en-dro[kemmañ]

Kregiñ a ra an deiziadur koptek er bloavezh ma krogas ren an impalaer roman Diocletianus. Klotañ a ra gant an 11 a viz Gwengolo 284 en Deiziadur gregorian.

Mizioù[kemmañ]

Mont a ra daouzek miz eus 30 devezh hag ur miz pemp devezh (pe 6 er bloavezhioù bizeost) d'ober ar bloavezh. Dont a ra anvioù ar mizioù eus an henegipteg eus ar I milved kent J.K. Gallout a ra bezañ skrivet gant al lizherenneg latin e doareoù dihsheñvel eta. Setu ur roll anvioù mizioù gant ar mizioù eus an deiziadur gregorian a glot gante:

  1. tout (miz Gwengolo/miz Here)
  2. bâbâ (miz Heremiz /Du)
  3. hâtour (miz Du/miz Kerzu)
  4. kyahk (miz Kerzu/miz Genver)
  5. toubah (miz Genver/miz C'hwevrer)
  6. amshîr (miz C'hwevrer/miz Meurzh)
  7. barmahât (miz Meurzh/miz Ebrel)
  8. barmoudah (miz Ebrel/miz Mae)
  9. bashans (miz Mae/miz Mezheven)
  10. ba'ounah (miz Mezheven/miz Gouere)
  11. abîb (miz Gouere/miz Eost)
  12. misra (miz Eost/miz Gwengolo)
  13. al-nasi (eus ar 6 a viz Gwengolo betek an 10 pe an 11 a viz Gwengolo )

Bloavezhioù bizeost[kemmañ]

Ur bloavezh zo etre bloavezhioù bizeost an Deiziadur koptek ha re an Deiziadur gregorian. Ar bloavezh 2000, da skouer, a oa ur bloavezh bizeost en Deiziadur gregorian met ar bloavezh kent an hini (1999) a oa ur bloavezh bizeost en Deiziadur koptek.

Sizhun[kemmañ]

Seizh devezh zo er sizhun en Deiziadur koptek ha kregiñ a ra gant ar Sul:

  1. Tkyriaka: Sul
  2. Pesnau: Lun
  3. Pshoment: Meurzh
  4. Peftoou: Merc'her
  5. Ptiou: Yaou
  6. Psoou: Gwener
  7. Psabbaton: Sadorn

An deiziadur koptek hiziv[kemmañ]

Hiziv ez eo an deiziadur koptek an deiziadur liderezh implijet gant an Iliz reizhkredour koptek da gentañ penn ha ne servij ket ken 'met da lakaat devezhioù ar gouelioù liderezh ha da jediñ an amzer liderezh.

Lennadurezh[kemmañ]

  • Wolfgang Kosack: Der koptische Heiligenkalender. Deutsch - Koptisch - Arabisch nach den besten Quellen neu bearbeitet und vollständig herausgegeben mit Index Sanctorum koptischer Heiliger, Index der Namen auf Koptisch, Koptische Patriarchenliste, Geografische Liste. Christoph Brunner, Berlin 2012, ISBN 978-3-9524018-4-2.

Liammoù diavaez[kemmañ]